![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Staj krouiñ " 48 Eurvezh " Gouere 09
Adalek an 12 a viz Gouere da 7e30 noz Betek abadenn ar 14 a viz Gouere da noz
Ur strollad 10 den ( komedianed, dañsourien, kanerien pe sonerien ) a vo bodet e-pad 48 eurvezh, dindan ren ul leurenner, ur skrivagner hag un teknikour. Ur grouidigezh "tarzh" e berr amzer an hini e vo. Ur pennad berr a c'hoari a vo kinniget d'an arvestourien e fin an 48 eurvezh. Ar pal eo sevel goulennoù ouzh doareoù ar c'hoariva brezhonek en ur vevañ ur prantad krouiñ gant arzourien brezhonegerien a-youl-vat hag a-vicher o tont deus pep lec'h. En em soñjal war ar skrivañ en ur vont war hent doareoù nevez da sevel un istor. Staliañ ur prantad berr 'benn krouiñ e berr-amzer...
50 € bod ha boued Voir aussi |
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49 |