![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Communiqué du Conseil Culturel de Bretagne : fermeture des classes bilingues de PLOUVIEN
PERAK EO GWALLGASET AR BREZHONEG GANT AN DESKADUREZH KATOLIK ?
Kemennet eo bet gant an deskadurezh katolik he vennad da serriñ klasoù divyezhek brezhoneg-galleg PLOUVIEN e Bro Leon, 37 skoliad enno. Digresk kreñv niver skolidi ar c?hlasoù-se, e-lec?h edo 73 skoliad e 2005, da lavarout eo ur skoliad war eizh er gumun, a laka anat digasted renerien an Eskoptioù e-keñver ar c?helenn e brezhoneg a zo o vont war-raok e pep lec?h ha peurgetket e-lec?h m?emañ aozet mat. Ma vefe serret klasoù divyezhek PLOUVIEN e vefe, goude KAODAN, GWENED, AN ORIANT (75 skoliad e 2005) ar pevare skol o serriñ klasoù. Holl anezho en deskadurezh katolik. Goude bezañ bihanaet niver he skolaerien divyezhek stummet e rank an deskadurezh katolik en em zisplegañ diwar-benn ar politikerezh-se a zistruj ar c?helenn divyezhek hag a ya a-enep youl al lodenn vrasañ eus ar Vreizhiz ha politikerezh yezh Kuzul ar Rannvro votet a-unvouez e 2004. Goulenn a ra Kuzul Sevenadurel Breizh digant an Deskadurezh katolik chom hep serriñ klasoù divyezhek PLOUVIEN ha prederiañ war he emzalc?h e-keñver ar c?helenn e brezhoneg. Ne c?hell ket ober fae war ar gounidoù anat degaset gant ar c?helenn divyezhek abred en ur yezh rannvro. Kemer e kont interest ar vugale a dalvez e rank an deskadurezh katolik leuniañ ar c?hlasoù divyezhek ha n?eo ket skarzhañ anezho. POURQUOI L?ENSEIGNEMENT CATHOLIQUE MALTRAITE-T?IL
|
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49 |