![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Nabar
Oui, l'ours Nabar sera utile à votre enfant Ya, talvoudus e vo an arzh Nabar evit ho pugel - Pour assurer une continuité avec l'éducation dispensée par ses enseignants. Evit kenderc'hel gant ar skoliata bet graet er skol Le contenu de la revue Rouzig est spécialement étudié pour répondre aux besoins des plus petits. On y trouve des histoires longues, des histoires courtes, des jeux de tous niveaux, une bande dessinée, deux pages d'inventaire pour apprendre les mots nouveaux... Depuis la rentrée dernière, en 2008, l'association s'est rapprochée du corps enseignant avec l'idée de travailler plus étroitement. Recevoir son Rouzig à l?école permet à l?enfant de le découvrir en étant accompagné d?un enseignant. Aozet e vez ar gazetenn Rouzig evit respont da ezhommoù ar re vihanañ. Enni e vez kavet istorioù a bep ment, c'hoarioù, kronikennoù, ur bandenn dreset gant Rouzig hag e vignoned, div bajenn geriaoueg evit deskiñ gerioù tro-dro d'un tem... Abaoe an distro-skol diwezhañ he deus bet c'hoant ar gevredigezh tostaat muioc'h ouzh ar skoalaerien gant ar soñj bezañ efedusoc'h c'hoazh. Dre ma erru e gazetenn Rouzig er skol eo aesoc?h evit ar bugel dizoloiñ anezhi gant sikour e skolaer. - Pour faire entendre du breton jusque dans la famille. Evit ma vefe klevet brezhoneg er familhoù. Grâce à Nabar les parents trouvent une place dans la relation qu?entretient leur enfant avec le breton. Ils ont un rôle important à jouer en téléchargeant les histoires que lira Nabar et en gérant le contenu de l'ours. Ils sont aussi bien sûr invités à accompagner la lecture de leur enfant et à partager ses plaisirs. Pour cela, ils peuvent se faire aider de la traduction française des textes, téléchargeable elle aussi sur le site de Keit Vimp Bev. A-drugarez da Nabar e kav ar gerent ur plas e-kichen o bugale aet war hent an divyezhegezh. Ur roll a-bouez eo o hini: dezho da bellgargañ an istorioù a lenno o bugel, da verañ an enrolladennoù. Dezho ivez da vezañ gant o bugel pa vez hemañ o lenn e istorioù ha da rannañ gantañ e blijadur. - Pour faire entendre du breton jusque dans sa chambre. Evit ma vefe klevet brezhoneg betek e-barzh ar gambr Nabar n'est pas un quelconque lecteur mp3. C'est une peluche toute douce, avec un long poil soyeux. Il a une grosse tête ronde et des pattes toutes souples. On a envie de le prendre, de le cajoler, de l'écouter. Petits et grands en viennent à l'aimer, à aimer sa grosse voix, une voix de Monsieur Ours, douce, calme, apaisante et à apprécier ses histoires agréables et le breton qu'il parle. Avec Nabar, le breton s?impose dans le domaine de l'affectif. Ce qui est très important pour développer du lien entre l?enfant et la langue. N'eo ket Nabar ul lenner mp3 ordinal. Ur poupig feur dous eo, dezhañ blev hir soupl. Ur penn farsus, divesker gwevn, kement ma vez c'hoant kemer anezhañ, moumounañ anezhañ, selaou anezhañ. Plijet e vo an holl, bras ha bihan, gant Nabar, gant e vouezh gros, ur vouezh Aotrou Arzh, dous, sioul, peoc'hus. War dachenn ar garantez en em gaver. Ar garantez a lak ac'hanomp da vevañ. N'eus ket ur bern doareoù-ober a seurt-se e brezhoneg, o liammañ yezh ha karantez. - Pour lui faire entendre un breton local - Evit klevet ur brezhoneg evel hini e vro Le breton que votre enfant entendra sera celui de son terroir, selon deux versions au choix, Vannetais ou KLT. La prononciation sera claire et juste. Votre enfant sera imprégné d'une bonne prononciation. Vous regrettez que, lorsque vous essayez de lire en breton il/elle vous envoie promener sous prétexte que vous ne lisez pas comme la maîtresse ? Vous pouvez vous aussi profiter de Nabar pour vous entraîner à lire en breton et à surprendre votre enfant. De joyeux moments de complicité en perspective! Brezhoneg ar vro eo a glevo ho pugel, e gwenedeg pe e KLT ( ha perak pas, goude, e rannyezhoù all ?). Sklaer ha reizh e vo an distagadur. Soubet e vo ho pugel en ur brezhoneg distaget mat. Displijet oc'h gant evezhiadennoù displijus ho pugel pa glaskit lenn dezhañ/dezhi e brezhoneg ha pa respont deoc'h ne lennit ket evel ar skolaer(ez) ? Grit ho mat gant Nabar evit pleustriñ, c?hwi ivez. Plijadur vo gant ho pugel, diouzh noz, pa vo deuet ar mare da lenn ! - Pour qu'il/elle puisse gérer sa lecture Evit ma c'hellfe bezañ mestr(ez) war e/he lennadenn Un bruit marquera le changement de page. Ce même bruit, accru ou répété sera annoncé en début d'histoire. Il pourra être associé à un dessin (par exemple, une trompette) qui figurera sur la revue Rouzig. Votre enfant débute dans l'apprentissage du breton. Il y a tant à lire sur chaque page, tant à regarder sur chaque dessin. Nabar en tiendra compte et lira doucement pour que votre enfant puisse suivre. Gant un trouzig e vo kelaouet pevare treiñ ar bajenn. Ar memes trouz, kreñvaet pe adlâret meur a wech a vo roet da glevet e penn kentañ an istor. Un dresadenn a vo liammet outañ (un trompilh, da skouer) a vo treset war ar gazetenn Rouzig. Kroget en deus ho pugel gant an deskiñ brezhoneg. Nag a draoù a zo da lenn war bep pajenn, nag a draoù da sellet outo war bep tresadenn. Teurel a raio Nabar kont eus se ha lenn a raio goustadik evit ma c'hellfe ho pugel heuliañ. - Un ours prêt à rendre d'autres services encore Un arzhig prest da reiñ servijoù all c'hoazh Vous avez compris. Nabar peut rendre bien d'autres services: chanter des chansons, apprendre des comptines, inviter l'enfant à jouer. Il y a beaucoup de jeux faciles à mettre en place : inviter l'enfant à répéter, à remplir les blancs laissés par la voix de Nabar, à répondre à des questions pour vérifier sa compréhension. Là aussi la place des parents est déterminante. Keit Vimp Bev souhaite les accompagner pour que l?apprentissage et la pratique du breton pénètre au sein de leur foyer. Komprenet ho peus. Bez' e c'heller lakaat Nabar da rentañ servijoù all; kanañ kanaouennoù, deskiñ rimadelloù, pediñ ar bugel da c'hoari. C'hoarioù 'zo a vo aes da lakaat e plas: goulenn gant ar bugel adlavaret frazennoù, stankañ ar gwennoù laosket gant an arzh, gwiriañ en deus komprenet. Aze c'hoazh eo pouezus kaout ar gerent gant ar bugel. Keit Vimp Bev en deus c?hoant sikour ha henchañ anezho evit ma vefe ar brezhoneg ur yezh eskemm en ti. En résumé, Nabar est pour votre enfant. Mais il peut être aussi une aide précieuse et ludique pour les parents qui ne connaissent pas le breton. Laissez-vous séduire et embarquez-vous pour un voyage affectif avec Nabar. Evit ho pugel eo graet Nabar. Met ur sikour dispar e c'hell bezañ evit tout ar gerent na ouzont ket brezhoneg. En em laoskit da vezañ hoalet ha loc'hit evit ur veaj karantezus gant Nabar. |
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49 |