![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Brezhonegeniliz nevez amzer 2009
BREZHONEGENILIZ (listenn skignañ) Kinnig al listenn-skignañ : Amañ da heul e vo kavet titouroù war ar pezh a zo e brezhoneg e buhez an Iliz e Breizh. Oferennoù dreist-holl, a zalc'h da vezañ lidet ingal e yezh ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed". Traoù all a zo, hogen pep tra a zo bresk hag a zalc'h hepken diwar-bouez dalc'husted un nebeut tud. Ra gemerimp perzh enno eta, ha ra vrudimp anezho, rak kaer a zo ober, ar wask vrezhonek ne ra morse anv anezho pe dost. Dizingal e teu er-maez al listenn-skignañ-mañ, da lavarout eo : p'en em gav ar c'heleier ganeomp... p'en em gavont ! Goulenn a reomp eta ouzh pep hini degas keleier p'en devez tro da glevout anv eus un dra bennak aozet e brezhoneg evit ar Gristenien. Trugarez dezho a-berzh an holl zegemerien a venn bezañ kelaouet war ar pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz. Kaset eo bet ar c'helc'hlizher-mañ da nebeut-tre a dud evit c'hoazh (nebeutoc'h eget hanter kant) : ma anavezit chomlec'h internet brezhonegerien gristen e kavint gras o resev keleier a-drugarez deoc'h. T. Gwilhmod tgwilhmod@orange.fr
a-berzh Emglev An Tiegezhioù, Emgav EAT an nevez-amzer
Ul Levrig-Oferenn a zo o paouez bezañ savet, e latin hag e brezhoneg a-benn ma vo gellet d’ur brezhoneger kemer perzh en oferenn en he stumm "dreist-ordinal", hervez motu proprio an HS ar pab Benead XVI eus miz gouere 2007. Ul levrig 136 pajennad an hini e vo, keinet start ha gant ur golo plastik. Eil lodenn al levr a zo e bal sikour ar bedenn e rez an tiegezh. " Pa n’eus ket a oferennoù brezhonek, koulz-lavaret, ha pa c’houlenn an Iliz ouzh ar fideled mont d’an Oferenn bep Sul da vihanañ, ha treuzkas ar feiz " betek penn pellañ an Douar " (Ob. 13, 47), en em gav nec’het ar gatoliked vrezhonegerion. Strewet int a bep tu, a unanoù, estren a fed yezh e parrezioù an Ilizoù lec’hel zoken, p’eo steuziet ar bobl vrezhoneger, tra m’emañ ar gevredigezh o vont dalc’hmat pelloc’h pellañ diouzh an hent diskouezet gant Hor Salver (Yn. 14, 6.). Gant an Oferenn en he stumm dreist-ordinal, a zo al latin yezh al liturgiezh anezhi, e kinnig an Iliz un teñzor boutin da fideled ar bed-holl, " tud eus pep meuriad ha pep yezh, ha pep pobl ha pep broad" (Disk 5,9). El levrig-mañ e kaver ar pezh a vez lennet ingal bep tro ma vez lidet an Oferenn er stumm-se, anvet dreist-ordinal, e latin, gant un droidigezh aketus e brezhoneg, keñver-ha-keñver. Da heul hon eus lakaet pedennoù da sikour an tiegezhioù, pep hini anezho o vezañ e gwirionez " ilizoù bihan " (Mzh. 18, 20). Kanañ a c’hellor eta gant plijadur, er gêr da vihanañ, ouzhpenn hor c’hantikoù boas, tonioù gregorian, abalamour d’o c’hened, hogen ivez ha da gentañ-penn evit ar gelennadurezh a gaver enno. " Rakprenañ al levr a c’heller : 18 euro franko, war anv EAT Kergreven 29800 Trelevenez (eveljust e rankod gortoz ma vo roet an imprimatur a-raok pep tra)
Oferennoù lidet ingal - e Kemper, bep sul kentañ ar miz, 8e 45 e chapel an Iliz Veur - e Landerne, bep trede sul ar mizioù ampar da 9 e 45 (iliz sant Tomaz) - e Trelevenez, bep sadorn (da 18 eur etre an Hollsent ha Pask, betek an 8 a viz Meurzh ar bloaz-mañ : d'an 20/3 ne vo ket a oferenn; da 19 eur adalek ar Yaou Gambr-lid ha derc'hent an Hollsent; Beilhadeg Pask a vez lidet da 21 e 30 ar sadorn) ha bep merc'her (18e ) e chapel Minihi Levenez ; evit Nedeleg ha Pask e vez war-dro 21 eur en iliz ; - e Lannuon bep sadorn diwezhañ ar miz da 6 eur noz e chapel Sant Pêr ar Rusked - e kantonioù Kastell Paol ha Landivizio e vez un oferenn ur wech ar miz, tu pe du er c'hanton. Oferennoù ha pardonioù brezhonek da zont - E Trelevenez bep sadorn d'an noz da 7 eur (da 5e d'an 23 a viz mae Gouel ar Pask gant ar skolajidi). Abalamour da bardon Rumengol, ne vo ket a oferenn d'ar 6 a viz mezheven. - E Trelevenez war ar sizhun, da 6 eur d'abardaez bep merc’her, en amzer skol. - E miz mae, er Folgoad, ar "Pemp sul", overenn e brezoneg da 10 eur d'an 3, 10, 21, 24 hag 31 a viz mae, ha d'ar sadorn 16 da 6eur d'abardaez. - Iliz-Veur KastelI-Paol d'an 10 a viz mae - Landerne, St Tomaz, d'ar sul 17 a viz mae da 10e30 - Lambader Plouvorn: d'ar sul 31 a viz mae. - Rumengol evid ar pardon d'ar sadorn 6 a viz mezheven, da 6 eur d'abardaez - Gwineventer d'ar sul 14 a viz mezheven - Mespaol d'ar sul 21 a viz mezheven - Gwiglan, d'ar sul 28 a viz mezheven - Pardon Landouzan, en Dreneg, d'ar sul 12 a viz gouere, da 11e. - Landerne, St Houardon, d'ar sul 12 a viz gouere, oferenn Kan al Loar. - Pardon Lokildud e Sizun d'ar sul 26 a viz gouere. - Pardon Bodiliz da Hanter-Eost. - Pardon Lokmaze, en Drenneg, d'ar sul 23 a viz eost, da 11 - sadorn 19/09 SANT-ELER (Louargad) 18e Treger Pardonioù brezhonek - er Folgoad : derc'hent eil sul miz Gwengolo da 18 eur. Da 16 eur e loc'h ur birc'hirinadenn e brezhoneg 7 km diouzh chapel Landouzen an Dreneg evit en em gavout da 18 eur er Folgoad.
- Oferenn-bred Plouha ar sul kentañ miz Mae bep bloaz. Banne a enor da heul gant al laz-kanañ. - e Rumengol : da 18 eur derc'hent sul an Dreinded ha derc'hent ar 15 a viz Eost ; - Lun ar Pantekost : Pardon sant Urfol er Vourc'h Wenn - e Landouzen An Dreneg : da 11 eur da sul kentañ miz Gouere ; pred ha c'hoarioù da heul - e Santez-Anna-Wened 26 a viz Gouere : da 9 eur e kloastr ar Penniliz , Oferenn Santez Anna patronez Breizh. - e Lokildud Sizun : da 10e 30 prosesion 11 eur Oferenn da sul diwezhañ miz gouere. - e Bodiliz : 11 eur Gouel Maria Hanter-Eost.
Abadennoù kristen e brezhoneg war ar skingomz : =) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) 102.1 pe 98.8: Abadenn ar sadorn da 9 eur =) Radio Kerne 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad : http://radio.stalig.com): Abadenn ar sul da 9 eur (Aviel ar sul, sarmon ha kantikoù) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar memes abadenn =) Radio An Aodoù (eskopti Kemper) (89 - 92.6 - 96.7- 99.6 - 105.2): Pedenn an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar sadorn 7e 20 ha d'ar sul 8 eur 15. d'al lun, da 8e abardaez ha d'ar sadorn da 6e30 abardaez : Musikoù santel hor bro (55 mun) Lec'hiennoù da welout a denn d'ar feiz e brezhoneg : (dizingal) evit ar Mor-bihan eo gwelloc'h goulenn titouroù digant Santez Anna Gwened (Eskopti Gwened). Bez e vez oferennou e chapel Sant Mazhev gwidel ur wech ar miz, ha gwech ha gwech all e Gwened http://catholique-vannes.cef.fr/site2/03-01-SantezAnna.html evit Aodoù an Arvor, sellout ouzh http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/Oferennou-e-Brezhoneg
evit Penn ar Bed ez eus lec'hienn Minihi Levenez e Trelevenez (Eskopti Kemper ha Leon) http://minihi.levenez.free.fr/
- sellout ouzh roll an oferennoù ingal dre zepartamant ; - http://koantik.googlepages.com/brezhonegenoverenn
http://annajoachim.blogspot.com
DA SELAOU : - kantikoù nevez : http://minihi.levenez.free.fr/overenn.html
... ha kozhoc'h : http://perso.orange.fr/per.kentel/frame_par_genre.htm
Lec'hienn Allah's kanañ Allah's kanañ war myspace
Katekizerezh: - strolladoù : e Landerne, daou strollad (CE ha CM) a bep eil bep pemzetez e sal ar barrez d’ar sadorn vintin 0298204898 ; e Lannuon hag e Gwengamp ez eus ivez.
Kemennoù prevez : Goulennit (evit ur bennozh doue eo) embannadurioù a liderezh BARR HEOL, niverennoù kozh Imbourc’h, Ar Rozera embannet gant Ikonenn Mari, gant ar Misterioù Skedus ouzhpenn, Pedenn da Itron Varia ar Veleien, Levrioù "Ar vuhez kristen" Rosko war Sant Frañsez Asiz (4 levr), santez Elizabed a Hongri, Fatima, Buhez Hor Salver Jezuz-Krist... tgwilhmod@orange.fr Nevez deuet er-maez : (…)
Pirc’hirinededoù : Kerne-Veur 5-13/07/09 "Tro Sant Paol" 19-26/07/09 Skrivañ da "Minihi Levenez" 29800 Trelevenez a-raok Pask. A-bep seurt : « En oll trezolieu ag en Néañv zo ém daouarn » eme santez Anna da Nikolazig Daou ziagon a Vreizh hag eus an "Institut du Bon Pasteur" a vo beleget d'ar 4 a viz Gouere da zont, e-kerz un oferenn hervez ar stumm dreist-ordinal. ___
Petra emaout o vont d'ober evit ar brezhoneg hiziv ? http://kannadig.chez-alice.fr
|
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49 |