Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
Gwagenn TV pedet e Ti ar Vro Kemper
 
 
 
 

gwagenn tv.jpg

 

*    Gwagenn TV pedet e Ti ar Vro Kemper d’ar Yaou 23 a viz Ebrel 2009 da 8e 30 noz .

*       

*      YAOUANK & YAC’H !  DICHEK & DIREZON !

*       

*    

*   Piv eo Gwagenn TV ?

*       

*      Gwagenn TV, ganet e Breizh Uhel,  ar chadenn TV hollvrezhonek kentañ a c’heller pellgargañ (evit sellout meur a wech pe evit lakaat war ho ipod) pe sellout en linenn. 

*      Gwagenn TV a zo he fal kinnig abadennoù e brezhoneg en un doare reoliek. Klasket e ve reiñ ar gaoz da vrezhonegerien yaouank, reoù Breizh Uhel hag an harlu.  

*      Objet: Produiñ, krouiñ ha skignañ filmoù e brezhoneg. Skignañ dreist-holl war Internet

Emañ bed ar c'hleweled e Brezhoneg o fiñval, o cheñch...N'eus ken met teurel ur sell ouzh ar pezh a gaver war ar web (Webnoz, Setu, Gwagenn TV, Kaouenn.net, abadennoù France 3, blogoù hinienel...) evit gwelet e vez krouet a bep seurt traoù gant tud nevez a-wezhoù. Ma vez ledanet hor bras-sell war ar chadennoù evel France 3 Breizh, TV Roazhon 35 e vez gwelet ivez traoù nevez pe filmaozourien yaouank o kemer hardizh o c'hamera a-benn komz eus danvezioù disheñvel, pe filmoù pe rummadoù estren doublet e Brezhoneg pe c'hoazh sitkomoù...

Evit gellet kaout un tañva eus an emdroadur-se e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh e Ti ar Vro Kemper d’ar yaou 23 a viz ebrel 2009, da 8e30, straed Jean Jaurès e Kemper... Moaien 'vo eskemm goude ar filmoù diwar-benn danvez an traoù skignet.

abegoù evit sellet eus Gwagenn TV

*      Fent soutil Yann-Herle Gourves ha Tony Foricheur
- Envorennoù yaouankiz Bernez Tangi
- Poltredoù Anna Thomin e Breizh, Liban ha Syria
- Porzh Mirdi Douarnenez
- Kentel Douaroniezh Maelan Joubin
- Arno ha Frank Abdulsater
- Stajidi 6 miz pol brezhoneg Skol An Emsav
- Atersadenn Blackfire ur strollad punk-rock Navajo

 

Evit gouzout muioc’h : http://blog.gwagenn.tv/

Voir aussi
  • image002.jpg
  • image001.gif
  • image004.gif
  • gwagenn TV a RDV à Ti ar Vro Kemper le 23 avril à 20h30.docx

  •  
    Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

    Réalisation creation de site finistère locronan