![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Compte rendu Bodad lenn : Kenavo Amerika / Koulz ar C'hastrilhez
Demat deoc'h,
Kavit amañ da heul rentañ-kont an diviz hon doa bet diwar-benn "Kenavo Amerika", ur romant skrivet gant Jakez Konan.
Ha bremañ emaomp o vont d'en em gavout d'ar merc'her 11 a viz Meurzh da 8 eur noz evit kaozeal diwar-benn "Koulz ar C'hastrilhez" skrivet gant Herve ar Gall hag embannet gant Al Liamm. Ul lamm war gil en Istor, e penn kentañ an 19vet kantved e mare ar Chouanted...
KENAVO, AMERIKA
gant Jakez Konan ; embannet e 1986 gant Al Liamm
Istor un tiegezh, plaen o buhez, a zeu da vezañ ankenius meurbet da heul un darvoud diavaez dic'hortoz-kaer ha drastus. An dud : Milio Kogan, 35 vloaz, e wreg Suliava, Telo o mab 10 vloaz, ha Meliona o merc'hig 8 vloaz, zo Breizhiz bet o chom e Kanada e-pad tri bloaz.
Milio zo ijinour war an elektronik, hag en doa ranket ober ar prantad tri bloaz-se evit e vicher. Bremañ eo echu, hag a-raok distreiñ da Vreizh o deus divizet « mont ar pellañ ma c'hallent war-du an norz da dremen daou viz er c'hoadeier divent ha didud. »
Ar c'houlz : Eus dibenn miz Mezheven da zeroù miz Gwengolo. Al lec'h : Eus Montreal dre Mont-Laurier, Ferme-Neuve, Mont St Michel, lenn Tapani, stêr ar C'had, betek lenn Mitchinamecus, hag ur ster a vag al lenn, pell en Norz,.
Diwezhatoc'h eus al lenn, dre hentoù bihan war-du ar Su, betek kêr Hyannis ha Cape Cod, er Massachusetts.
An istor Kimiad diouzh kêr, Galv ar c'hoad-meur, E bro ar sioulder.
« Edo eta tud Kogan gant ar c'hoant da dañva, en o frankiz, plijadurioù an natur. Gwellañ lec'h d'hen ober, daoust ha ne oa ket er c'hoad meur? Eno emañ ar frankiz rik. Ar frankiz hep pellgomz, hep skinwel, hep ar gelaouenn bemdeziek. »
Kimiadiñ a reont diouzh kêr Montreal e dibenn miz mezheven, d'ober « evel an Indianed », un tu bennak er c'hoadoù-meur.
Aketus eo dezrevellet munudoù ar veaj, ar wrez, emzalc'h ar vugale, merk an tieoul zoken, ar c'harr hag an adkarr hag ar boultrenn a lez war e lerc'h “evel un naer-boultr divent oc'h en em silañ a-dreuz ar c'hoadeier”.
Kuitaet ganto hent lenn Tapani, ez eont -dre un hent douar- a-dreuz ar c'hoadeier war-du an norz hag o fal, al lenn Mitchinamecus. Goude un eur hanter hent e treuzont ur gêriadennig, ur chapel hag un dousennad tiez enni. 12km pelloc'h e herpont o c'harr en ur frankizenn -penn an hent- a zo bet digoret gant ar goadourion a labour e-pad ar goañv. Kenderc'hel a reont gant ar vag a zo deuet ganto e-pad div eur bennak war-du an norz betek al lec'h a zibabont evit chom.
Tuet brav eo Jakez Konan da livañ gwez, lennoù, ur vuhez kamperion, en ul lec'h gwarezet.
Ar barr-amzer, Ar gêriadenn didud, Ar gweladenner dic'hortozet.
“Dibreder ha bourrus e kave Milio hag e dud ar vuhez er ouezeri”.
Hag e-kreiz un devezh kaer, tomm, glas an oabl, e sav ur barrad avel foll o tont eus ar c'hornog, a bad ugent munut. Aet an holl da glask repu en deltenn. Ha goude un hantereur, ez adkrog, o “c'hwezhañ gwech diwar ar su ha, gwech diwar ar c'hornog” e-pad tri c'hard-eur ar wech-mañ.
P'eo sioulaet an traoù ez a Milio betek e garr. Droug ebet gantañ, pa glask kaout keloù eus ar barr-amzer war skingomz e garr avat, ne glev netra.
Disoñjal a reont ar gwall-zevezh-se. “Pemzek de bennak goude... e kemeras Milio e vag evit monet d'ar gêriadenn da brenañ ar pourvezioù o devoa ezhomm”
“Ur peoc'h iskis a rene dre-holl.”
Hag eno : digor ar stal, ar c'harrdi, den ebet avat, e neblec'h.
Distreiñ a ra, hag o buhez e kendalc'h sioulik, teir sizhun c'hoazh. Poent distreiñ d'ar gêriadenn.
Souezhadenn : den ebet c'hoazh. An arc'hant en doa lezet war an daol-gont da baeañ pezh en doa kemeret er stal zo aze c'hoazh. “En-dro d'an tiez, d'ar chapel, d'an ostaleri, dre-holl e oa kresket ar geot hag al louzoù fall”.Un “tasmant-kêr” e vefe deuet da vezañ?
Enkrezet un tamm, e soñjont “distreiñ da Vontreal dizale”.
Ha setu Jim.
“James Gordon Kogan, mezeg, eus Hyannis, Massachusetts” en deus kavet anezho. Displegañ a ra dezho eo kouezhet “bombez war veur a gêr vras er Stadoù Unanet hag e Kanada.” Lazhet an holl dud.
Eñ en doa savet ur c'houdorenn dindan-zouar e liorzh e di rak an degouezh-se, hag eno e oa. Chomet eo e-pad dek devezh. Ar skingomz hag ar skinwel, pa voent ratreet, a guzulias d'an dud mont etrezek ar su.
Gant e garr eo deuet war-du koadoù ha lennoù an norz da glask e wreg. Hag abaoe e klask, setu penaos eo degouezhet ganto.
Kinnig a ra dezho mont gantañ war-du Florida, m'emañ e vibien o chom, o soñjal kavout e wreg du-se marteze. Evitañ,”eus du-hont hep mar e vo aesoc'h deoc'h kavout lestr pe garr-nij da zistreiñ da Europa”.
Etrezek ar su, Kenavo Kanada, Ur vogedenn en draoñienn,
Hent ar su, met hep tremen dre ar c'hêrioù bras, gant aon rak ar “c'hleñvedoù-red”
Dilezet an holl c'hêrioù, aet digempenn. Den ebet e neblec'h
Heuliañ resis a reer o hent : St Jovite, stêr Outawe, Greenville,Hawkesbury, Cornwall, ar stêr St Laorañs : echu Kanada, e stad New-York emaint. Goude Burlington, Green Mountains, Bennington.
Ha neuze, “ur vogedenn en draoñienn”. Tud!
Kavout a reont Bruce ha Patricia, o deus un doare-bevañ emren: ur forn-goad kozh evit tommañ an ti, poazhañ ar boued; loened evit kig, laezh... Ket tredan avat.
Prezegennoù hir Jim diwar “an tredan, nerzh-kreizh hor sevenadur”
En o zi e klevont anv eus laeron-vor.
E ti Jim, Ur sklaerenn en oabl teñval, Ul lestr hep giton na baniel, An Delenn-Aour
Kenderc'hel a reont gant o hent : “En tu all d'ar stêr Connecticut...al lenn Quabbin”. “Keit-ha-keit Diouzh Boston ha diouzh Providence”, ha setu Hyannis.
Ha ti Jim, ur c'henkiz bras, gant an holl aezamantoù en diabarzh. Padal netra ne c'hall mont en-dro : n'eus ket tredan. En dachenn avat ez eus ar c'houdorenn -ur seurt kreñvlec'h dindan-zouar-, enni an holl aezamantoù, da seizh den da veva enni e-pad c'hwec'h miz. “Ardivinkoù aer-reizhañ, aerc'hlanaat, tommañ ha sevel dour, ha div dredanerez gant pep a geflusker d'o lakaat da labourat.”En diavaez, don en douar ez eus daou boull bras, evel re ar c'harrdioù, unan evit an eoul-tommañ, egile evit an dour-tan”.
Goude bezañ gwelet listri bras e bae Cape Cod, hag anevezet war unan baniel Arc'hantina, e klaskont adarre kaout keleier dre ar skingomz, daoust ma n'anevezont ket spagnoleg. Klevout a reont anv Mec'hiko. Frealzus tre evito.
Dre forzh selaou e teuont a-benn da glevout “ur vouezh paotr, fraezh a-walc'h, o tont eus Trois-Rivières e Bro-Gebek”. Frealzus ivez.
En deiz war-lerc'h e wel Telo ul lestr o tostaat, “hep giron na baniel”.
Jim zo prest da zifenn e vadoù. A-benn ar fin eo lazhet. Mantret, en sebeliont en e liorzh.
Kemmet eo an traoù. Krediñ a ra Milio n'eo ket “an holl listri a zeu da ensellout an aodoù karget a breizherien”.
E-lec'h mont davet ar su e tivizont mont da gentañ betek beg Cape Cod, da glask tennañ evezh al listri a welont pell pell war-du Boston.
Savetaet int gant an Delenn-Aour, ul lestr eus Morlu Iwerzhon.
Deskiñ a reont neuze eo bet pulluc'het holl gêrbennoù Europa. Padal “e Breizh n'eus c'hoarvezet netra c'hrevus. nag en Iwerzhon.”
Gant enor bras int degemeret gant Kevin Mac Searraig, komandant an Delenn-Aour.
“Div eur diwezhatoc'h e voe savet an eor ha lakaet penn er reter”.
Embannet eo bet ar romant e 1986, met araok e c'hoarvez darvoudoù al levr; kentoc'h war-dro 1977, m'eo an oberour distroet da Vreizh.
D'ar c'houlz-se - ar brezel yen- e veze anv kalz eus goudorennoù rak ur brezel nukleel. Un heklev eo eus an amzer-se. Amañ n'eo ket bet kreñv spontus ar vombezadeg, a-hend-all ne vije ket bet gwelet an heol e-pad ur prantad hir. N'ouzer ket piv en deus kaset ar bombez. N'eo ket Europa, nag URRS, bombezet ivez.
Droug ebet e Breizh nag en Iwerzhon, London ha Pariz avat zo freuzet, evel pa vefe dieubet ar broioù. Doare amerikanek da welout drouziwez ar bed. Ar re vat, o deus stourmet evit ur vuhez eeun, a zreistbevo.
Dedennus e vefe studiañ al levr gant krennarded. Da skouer eskemmoù en ur c'hlas diwar-benn
-Ur seurt paradoz distremenet, doareoù kampiñ, evezhiañ an natur,
hag oc'h arverañ prederiadennoù Jim :
-emdroadur ar bed
-an holl arvarioù zo en-dro deomp
-an tredan : penaos e rafemp bremañ hep tredan? Brasoc'h c'hoazh hon ezhommoù pemdeziek bremañ.
-heuliañ un hent war ur gartenn.
Mari Elen MAZE
|
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49 |