![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Brezhoneg en Iliz miz C'hwevrer 2009
BREZHONEGENILIZ (listenn skignañ) Kinnig al listenn-skignañ : Amañ da heul e vo kavet titouroù war ar pezh a zo e brezhoneg e buhez an Iliz e Breizh. Oferennoù dreist-holl, a zalc'h da vezañ lidet ingal e yezh ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed". Traoù all a zo, hogen pep tra a zo bresk hag a zalc'h hepken diwar-bouez dalc'husted un nebeut tud. Ra gemerimp perzh enno eta, ha ra vrudimp anezho, rak kaer a zo ober, ar wask vrezhonek ne ra morse anv anezho pe dost. Dizingal e teu er-maez al listenn-skignañ-mañ, da lavarout eo : p'en em gav ar c'heleier ganeomp... p'en em gavont ! Goulenn a reomp eta ouzh pep hini degas keleier p'en devez tro da glevout anv eus un dra bennak aozet e brezhoneg evit ar Gristenien. Trugarez dezho a-berzh an holl zegemerien a venn bezañ kelaouet war ar pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz. Kaset eo bet ar c'helc'hlizher-mañ da nebeut-tre a dud evit c'hoazh (nebeutoc'h eget hanter kant) : ma anavezit chomlec'h internet brezhonegerien gristen e kavint gras o resev keleier a-drugarez deoc'h. T. Gwilhmod tgwilhmod@orange.fr
a-berzh Emglev An Tiegezhioù, Emgav EAT an nevez-amzer
Evel warlene e vo dalc?het emgav EAT an nevez-amzer e Porneizh en herberc?hti " Feunteun ar Vretoned ". D?ar Yaou 16 a viz Ebrel an hini e vo, goude merenn. Lakait an deiz-se war ho teiziataer eta. Emvod-meur bloaziek ar gevredigezh e vo, evit bezañ reizh e-keñver al lezennoù. Dreist-holl e vo un digarez d?ober un tammig sell a-dreñv war hon obererezh, d?ober un dro war an aod war droad, ha d?en em gavout en-dro d?ur verenn-vihan. Hor pellgomz war al lec?h : 0624853029 pe 0251741515. Gervel daou zevezh a-raok m?emaoc?h e soñj dont. Pardonioù brezhonek da zont : - hini ebet Oferennoù lidet ingal - e Kemper, bep sul kentañ ar miz, 8e 45 e chapel an Iliz Veur - e Landerne, bep trede sul ar mizioù ampar da 9 e 45 (iliz sant Tomaz)
- e kantonioù Kastell Paol ha Landivizio e vez un oferenn ur wech ar miz, tu pe du er c'hanton. Oferennoù da zont (dizingal)
- evit Aodoù an Arvor, sellout ouzh http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/Oferennou-e-Brezhoneg
- E Trelevenez, er Vinihi, pep sadorn d'an noz - Sizun: d'ar zul 8 a viz meurz, 10el/2 - Landerne, Sant-Houardon d'ar sul 15 a viz meurzh, gallek ha brezhonek - Santeg, d'ar 15 a viz meurzh
Trelevenez, sizhunvezh santel er Vinihi : Yaou Gamblid 9 a viz Ebrel da 8e30 noz ; Gwener ar Groaz 10 a viz Ebrel da 8e30 noz. Nozvezh Fask gant badeziantoù re yaouank da 9e30 noz en iliz-parrez. - Landivizio: d'ar sul 26 a viz ebrel, 10el/2, oferenn "Breizhtival" - Iliz-Veur Kastell-Paol d'an 10 a viz mae
- E miz mae, er Folgoad, ar "Pemp sul", da 10 eur d'an 3, 10, 21, 24 hag 31 a viz mae, ha d'ar sadorn 16 da 6eur d'abardaez e-lec?h d?ar sul. Pardonioù brezhonek - er Folgoad : derc'hent eil sul miz Gwengolo da 18 eur. Da 16 eur e loc'h ur birc'hirinadenn e brezhoneg 7 km diouzh chapel Landouzen an Dreneg evit en em gavout da 18 eur er Folgoad.
- Oferenn-bred Plouha ar sul kentañ miz Mae bep bloaz. Banne a enor da heul gant al laz-kanañ. - e Rumengol : da 18 eur derc'hent sul an Dreinded ha derc'hent ar 15 a viz Eost ; - Lun ar Pantekost : Pardon sant Urfol er Vourc'h Wenn - e Landouzen An Dreneg : da 11 eur da sul kentañ miz Gouere ; pred ha c'hoarioù da heul - e Santez-Anna-Wened 26 a viz Gouere : da 9 eur e kloastr ar Penniliz , Oferenn Santez Anna patronez Breizh. - e Lokildud Sizun : da 10e 30 prosesion 11 eur Oferenn da sul diwezhañ miz gouere. - e Bodiliz : 11 eur Gouel Maria Hanter-Eost.
Abadennoù kristen e brezhoneg war ar skingomz : =) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) 102.1 pe 98.8: Abadenn ar sadorn da 9 eur =) Radio Kerne 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad : http://radio.stalig.com): Abadenn ar sul da 9 eur (Aviel ar sul, sarmon ha kantikoù) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar memes abadenn =) Radio An Aodoù (eskopti Kemper) (89 - 92.6 - 96.7- 99.6 - 105.2): Pedenn an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar sadorn 7e 20 ha d'ar sul 8 eur 15. d'al lun, da 8e abardaez ha d'ar sadorn da 6e30 abardaez : Musikoù santel hor bro (55 mun) Lec'hiennoù da welout a denn d'ar feiz e brezhoneg : - sellout ouzh roll an oferennoù ingal dre zepartamant ;
- http://koantik.googlepages.com/brezhonegenoverenn
http://annajoachim.blogspot.com
DA SELAOU : - kantikoù nevez : http://minihi.levenez.free.fr/overenn.html
... ha kozhoc'h : http://perso.orange.fr/per.kentel/frame_par_genre.htm
Lec'hienn Allah's kanañ Allah's kanañ war myspace
Katekizerezh: E Landerne, daou strollad (CE ha CM) a bep eil bep pemzetez e sal ar barrez d?ar sadorn vintin 02-98-20-48-98 ; E Lannuon hag e Gwengamp ez eus ivez. Katekiz er gêr : gant Minihi levenez ez eus daou gaier. Gant Emglev An Tiegezhioù e c'heller kaout katekiz Tequi tgwilhmod@orange.fr Kemennoù prevez : Goulennit (evit ur bennozh doue eo) embannadurioù a liderezh BARR HEOL, niverennoù kozh Imbourc?h, Ar Rozera embannet gant Ikonenn Mari, gant ar Misterioù Skedus ouzhpenn, Pedenn da Itron Varia ar Veleien, Levrioù "Ar vuhez kristen" Rosko war Sant Frañsez Asiz (4 levr), santez Elizabed a Hongri, Fatima, Buhez Hor Salver Jezuz-Krist... tgwilhmod@orange.fr Nevez deuet er-maez :
. "Minihi Levenez" miz c?hwevrer 2009 : diwar-benn an abostol Sant Paol. Divyezhek gant skeudennoù kaer tre. 100 p. Gant an Tad Alain Marchadour hag Yves-Pascal Castel. Brezhoneg gant an Tad Job An Irien. "Kannadig Imbourc?h niv. 58" Kerzu 2008
"Kannadig Imbourc?h" niv. 59. Genver-C?hwevrer 2009
"Ne oa ket bet kemennet evit c?hoazh kement-mañ ez-ofisiel : al levrenn gentañ eus ar Brevial nevez-moulet - peder a vo en holl -, a zo bet degemeret hegarat, gant Aotrou ?n Eskob Centène (Gwened) "ad experimentum". Bennozh Doue dezhañ evit an aotre-se a anavez dre-se al labour vat a oa bet deraouet gant beleion bro-Dreger, gant an Aotrou Klerg pergen evit testennoù an Tadoù eus an Iliz, hir hag uhel-mat o live, e latineg klasek ar mare-hont. Holl o deus troet an testennoù e brezhoneg, war-eeun diwar al latineg-se, ha n?eo ket diwar ar galleg. Gant Ti-Embann Imbourc?h, da heul tremenvan Klerg ha Dubourg, e voe sammet ganimp e 1993 - gant Paol Kalvez dreist-holl - kenderc?hel an erv hir-se, tost diziraezus da welout, ha moulet hor boa 12 levrenn, ha goude-se 4 all da ginnig gwelloc?h an oberenn peurziviet endeo, oc?h aozañ an taol-mañ un embannadur pajenn ?vit pajenn, da vezañ heñvel-poch ouzh an embannadur krefridiel latinek. Hogen dre ziouer a arc?hant o vouljomp drezomp hon-unan, evel-seik, hep tremen dre ur mouler a vicher. Hir-tre ha skoemp e oa -hag ez eo atav, paour maz omp, ha berzet ouzhimp skoaziadoù da voulañ "dour benniget" e "bro ar frankiz" !- an embregadenn da voulañ er gêr, e Orvez, Sant Nazer, Kistreberzh, pe e Trelevenez, gant liestennerezhioù bihan, rak goude-se e ranker strollañ dre zorn ar pajennoù, o strobañ, o c?heinañ well-wazh, hag all, hag all... Ne oa ket da zibab : abaoe penn-kentañ "Gevred" hag "Imbourc?h", bet savet gant Youenn Olier, e oa al liestennañ er gêr an doare nemeti da voulañ kalz evit ur c?houst izel-tre, hag evit nebeut a skouerennoù, forzh penaos, evit un abeg eeun-kenañ : paeet eo an dud gant ur "Bennozh Doue" ha Bennozh Doue ivez, sur eo. Hogen c?hoant hor boa, evit un oberenn ken a-bouez, e vefe graet ur c?haer a embannadur, postek, aes da embreger; gant ur mouler a vicher enta, war baper bibl, hag all? Ha deut hor c?hoant da wir : ul levrenn a 1200 pajennad eo, war baper "bibl", keinet brav, o klotañ pajenn ?vit pajenn ouzh an embannadur diles e latineg, an hini nemetañ aotreet da vezañ troet e yezhoù ar pobloù. Meur a wech abaoe ar grennamzer ez eus bet embannet seurt levrioù, an hini anavezetañ anezho o vezañ levr an Aotrou Bris, "An Eurioù", ken brudet ma veze implijet ar ger-se evel anv boutin e-lec?h "levr" betek nevez?zo, un anv a zo bet adkemeret e talbenn al levr : "Liderezh an Eurioù" e-lec?h "Brevial" (a dalv hepken "berradur"), evit treiñ an talbenn latin LITURGIA HORARUM. Tostoc?h ouzhimp, er bloaz 1977, an Aotrou Job Lec?hvien eo, hag eñ kefridiet evit an obererezh e brezhoneg en eskopti Sant-Brieg ha Landreger, a embannas ur gwir brevial talbennet-mat "Pedenn an Iliz", ul levr hon eus implijet bemdez abaoe 30 vloaz, gant izili "Kristenion Breizh" pergen, nemet a c?houlenn e vefe pourchaset ivez levrioù ar Bibl hag an 12 levr (2350 pajennad) embannet gant Imbourc?h etre 1991 ha 1999 hag aet maez a werzh lod anezho. Unnek vloaz war-lerc?h ez embannas an Aotrou Job an Irien, gant Minihi Levenez "Pedenn an deiz", ur c?hrennadur eus ar brevial, klok en e zoare, gant ur bern daveennoù, diglok avat e-keñver ar Brevial Roman (nag ofis kreiz-an-deiz nag ofis al lennadenn), met kinniget gant Aotrou ?n Eskob a Gemper ha Leon, a skriv un dra a-bouez bras: "La Constitution Conciliaire sur la Liturgie, promulguée voici 25 ans, recommande aux laïcs eux-mêmes la récitation de l?Office divin" (Bonreizh ar Sened-meur war al Liturgiezh, bet embannet 25 bloaz ?zo, a erbed d?al laïked o-unan ma rafent gant Ofis al liderezh). Da lavarout eo evit an holl vrezhonegerion a zo bet roet dezho ar prof brav maz eo gouzout lenn en o yezh eo graet al levr-mañ. Kaeroc?h c?hoazh : evit reiñ ster da eurvezhioù o buhez o tremen, eo bet talbennet "Liderezh an eurioù". Evel-se, da skouer, ur gumuniezh nevez e Bro-C?hall, "goude "eizh bloavezhiad a labour ramzel", emezo, a zo o paouez embann ar peder levrenn gant an testennoù gallek ha latinek, gant ar sonerezh eus an doare roman ordinal da lidañ an Eurioù. Evit izili ar gumuniezh e oa bet graet al labour da gentañ. Bremañ avat e kinnigont an oberenn-se da bep kristen er parrezioù fiziet enno gant an eskibion. " Pedenn Liderezh an Eurioù a zo pedenn diazez ar Gristenion", a lavar Goursened Vatikan II. Kentañ levrenn embannadur klok "Liderezh an Eurioù" a zo deuet er-maez evit al Gristenion vrezhonegerion eta. Meuleudi da Zoue ! Ur c?haer a hent a zo bet graet, gant e grasoù da heul. Teir levrenn all a chom da gempenn c?hoazh ha da embann ma vez kavet gwerzh d?al levrenn gentañ, a servijo neuze da baeañ mouladur an eil levrenn, evel-se betek ar pevare?mar bez bolontez Doue hor befe yec?hed a-walc?h da gas da benn an drevell hir-mat-se !
Pedenn an Eurioù, 60 euro franko dre chekenn war anv "Breuriezh Sant Ildud", ti M-T Calvez 12 Petit Raffuneau 44700 ORVEZ / ORVAULT.
Paol Kalvez ha Tepod Gwilhmod
Penaos ober gant al levrenn "LIDEREZH AN EURIOU" ?
Setu penaos eo rannet ar skrid en destenn latin hag en hon hini : p.1-112 Lezennoù an Iliz evit ar Brevial (er-maez al Liderezh) : da vezañ moulet diwezhatoc?h ; p.113-550 Proprium de tempore = Darnvloaz al Lidamzervezh p.551-956 Ordinarium = Traoù boutin dasparzhet e peder sizhun p.957-1036 Proprium de Sanctis = Ofis Sent a-raok ha goude Nedeleg p.1037-1274 Communia = Traoù boutin d?ar Sent ha d?ar gouelioù p.1275 Officium defunctorum = Ofis an Anaon p.1309-1401 Appendix = Traoù ouzhpenn (er-maez al Liderezh) : da vezañ moulet diwezhatoc?h. Setu penaos ober gant ar "Liderezh an Eurioù", da lavarout eo "Ar Brevial". 1°- Lenn gant evezh pajenn 5 penaos eo bet graet al labour pajenn-ha-pajenn diwar an destenn latin aotreet nemeti ; 2°- Merzout er bajenn 6 danvezioù ar pajennadoù 7-113 n?int ket pedennoù LIDEREZH AN EURIOU. Embannet e vezint a-ziforc?h ; 3°- Prientiñ merkerioù-pajenn pe skeudennoù evit merkañ ar pajennoù pennañ. Lakaat ur merker er pajennoù 115 551 571 932 957 1037 1275 ; 4°- klask lenn er pajennoù 551-570 : a) penaos ober evit kregiñ bemdez pp. 553-555 b) penaos ober evit Eur al Lennadenn pp. 555 558 c) penaos ober evit ar Beure (pe Laodez) pp. 559 562 d) penaos ober evit Kreiz-an-deiz pp. 562 564 e) penaos ober evit ar Pardaez (Gousperoù) pp. 567 567 f) penaos ober evit echuiñ an devezh (Klozlid) pp. 567-570 5°- dreist-holl ober en un doare pleustrek "kammed ha kammed"gant ar skouer-mañ : - kregiñ a ra gant ar sadorn d?abardaez, da zerc?hent sul kentañ Amzer Donedigezh Jezuz (=Azvent): ar sadorn 29 a viz Du warlene, hag ar bloaz-mañ ar sadorn 28 a viz Du 2009. Eurlid (=officium) an abardaez, pe Pardaezlid an derc?hent : p. 564 "Aotrou Doue, deuit ... Aotrou, hastit ..." heuliet gant p.115 "D?ar Pardaezlid an derc?hent meulganenn "Diazezer c?hwek ...", (betek ar 16 kerzu; goude ar 17 p. 271) p.573 "Songanenn, Antonenn 1 "Kemennit ..." betek p.576 " Ant. "Dont ... gwelo". Heuliet gant : p. 119 "lennadenn verr, pebeilganenn, lidkanenn Vari, antonenn er bloaz B", p. 566 "Va ene a gan ... "(=magnificat), heuliet gant : p. 119 an antonenn er bloaz B, ha p. 120 " aspedennoù", "hon Tad hag a zo en Neñv ...", "pedenn", ha p. 567 lec?h m?eo merket penaos echuiñ gant eurlid ar pardaez. Klozlid (=Ad completorium, galleg Complies) : p. 567, 568 "Aotrou Doue ...", ha meulganenn, p. 932, 933, 934 ar peurrest nemet: p. 570 bennigadenn ha kanenn da Vari, "Ni ho ped gwerc?hez mamm hon Salver". (Salud rouanez..." adalek an 2 c?hwevrer) - evit disul 30 a viz du 2008 deiz kentañ amzer raknedeleg Eurlid (=officium) al lennadenn: p.553 "Aotrou, digorit... Ha va genoù...",hag "Ar Roue da zont .." ha p.554 "Songan (psalmus) 94" heuliet gant : p.555 Lideuriad al lennadenn "Aotrou Doue ... Aotrou, hastit ... Klod ..." heuliet gant : p.116 Meulganenn "Verb o?n em ziskouez ..." heuliet gant : p.576-579 Songanadenn hag antonennoù, heuliet gant : p.121 "sellit ... Rak tostaat ...", + div lennadenn ha pebeilganenn p.556 "C?hwi Doue a veulomp ..." (=Te Deum) p.127 Pedenn "Ni ho ped, Aotrou Doue hollc?halloudek ..." p. 558 lec?h m?eo skrivet penaos echuiñ gant eurlid al lennadenn. Eurlid ar beure pe meulganoù-beure (= laudes) p. 579 d?ar meulganoù-beure "Aotrou Doue ... Klod d?an Tad ... " p. 116 meulganenn "Sed ur vouezh sklaer ..." p. 579 583 songanadenn (antonennoù ha songanoù ) p. 126 lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn Zakaria bloaz B p. 560 lidkanenn Zakaria " Ra vo benniget ... " p. 126 antonenn Zakaria bloaz B, aspedennoù, Hon Tad, pedenn p. 562 e kreiz ar bajenn klozadur da zibab. Eurlid (=officium) kreiz an deiz p. 563alioù dre vras (pergen ma reer trede, c?hwec?hvet ha navet Eur) p. 583 da Eur kreiz an deiz "Aotrou Doue ... Klod ... Evel ma oa ..." p. 117 meulganenn hag antonenn da zibab hervez ma vez e-tro 9, 12, pe 15 eur ( p. 273-275 adalek ar 17 a viz kerzu) p. 127-128 antonennoù ha lennadennoù berr hervez an eur, p. 127 pedenn evel er meulganoù-beure "Ni ho ped, Aotrou Doue ..." p. 563 lec?h m?eo skrivet penaos echuiñ gant an eurlid-se. Eurlid (=officium) ar pardaez, Pardaezlid. p. 586 "Aotrou Doue, deuit ... " p. 115 meulganenn "Diazezer c?hwek" (re all a vezo goude ar 17 a viz kerzu p. 271, da Nedeleg p. 335, Jezuz-diskouezet p. 466, h.a.) p. 586-588 Songanadenn (=Psalmodia) : antonennoù, songanoù ha lidkanenn p. 129-130 lennadenn verr, pebeilganenn verr, antonenn lidkanenn Vari er bloaz B p. 566 "Va ene a gan ... " (=Magnificat) p. 129 antonenn ar bloaz B " N?az pez ket aon ...", Aspedennoù: "Pedomp a galon ...", Hon Tad hag a zo en Neñv ...", Pedenn: "Ni ho ped, Aotrou Doue ..." p. 567 lec?h m?eo skrivet penaos echuiñ gant Eurlid ar pardaez. Klozlid (=complies), gwelout uheloc?h e dibenn eurlid an derc?hent d?abardaez. Ur wech boazet ouzh an doare-ober-se e vezo aes heuliañ an displegadurioù roet a-hed al levr.
Paol Kalvez
- Ur studiadenn a-bouez war al liamm a zo etre stourm evit Breizh hag ar feiz kristen. Pal ar pennad-mañ eo klask sklaeraat an darempred etre "Feiz" ha "Breizh". Hollbouezus eo ar gudenn-se evit ur brezhon katolik. Ar re n'int ket katolik ha marteze, ha pa vefent andoueidi zoken, a c'hello diouzh o zu gounit ur meizadur reishoc'h eus kudennoù an emouestlidi gristen war dachenn ar stourm broadel. Deurus e vo dezho ivez ar pennad-mañ, a gredomp, ma klaskont kompren petra a c'hell broudañ ar Gristenion o deus gouestlet hag a ouestl c'hoazh ar pep gwellañ eus o buhez d'ar pezh a vez anvet "Breizh" hervez ur ster broadel. O emouestladennoù en em led war dachennoù liesseurt, peurgetket ar sevenadurezh hag ar politikerezh. War begeit e lak eta an emouestlidi-se ul liamm etre o oberiantiz hag o buhez a feiz ? N'eus tu ebet, moarvat, d'ober enklask war ar poent-mañ. Met anat a-walc'h e seblant ez eus bet hag ez eus bepred katoliked a zo bet gwanaet o feiz diwar en em ouestlañ da Vreizh. Ar pezh a zo diarvaroc'h, avat, eo ez eus bet hag ez eus katoliked a dro kein da Vreizh en abeg d'o feiz. Ar pezh a zo ken diarvar all eo ez eus bet hag ez eus katoliked, hag en o mesk beleion, ha na c'hinont ket da zerc'hel war an hevelep tro d'o c'hristenelezh ha d'o breizhadelezh. Met pa gav deomp ez eus, d'hor meno, ul liamm etre an div dachenn - tachenn Feiz ha tachenn Breizh -, e vefe moarvat meur a hini lakaet en entremar ma rankfe displegañ penaos. Pouezus-dreist eo koulskoude an aters-se rak gant ur respont reizh degaset dezhañ, e c'hellfe an emouestlidi gounit kalz startijenn, ken en o feiz, ken en o oberiantiz evit Breizh. Ur respont sklaer ne vo ket siwazh rak kevrinel e chom mennad Doue warnomp, ha boud eo hor meiz e-keñver hini Doue. Dre-se e chom al labour-mañ un taol arnod, hag ouzhpenn bezañ un imbourc'hadenn war dachenn ar feizoniezh, ez eo mennet evel un oberenn dinaskañ pleustrek (dinaskañ diouzh ur serten "Iliz" e Breizh hag a zo gall), pa gendaol da reiñ d'ar Vrezhoned kristen, en anv ar feiz, ar gwir hag an dever da stourm da c'hounid ar frankiz he deus ezhomm hor bro. Reiñ an tu da gement Breizhad a zo da vezañ eñ e-unan En em vataat a ranker eus kelennadurezh an Iliz katolik da gas hor preder war-raok. N'eo ket an dielloù a vank. Amañ ne glaskimp ket merañ ar gudenn war dachenn ar "gwir", gwirioù Mab-den, rak anat eo dimp-ni holl ez eo reizh hor stourm evit ar Vro. Nann : klask a raimp mont war un dachenn diaesoc'h-kalz, hini ar feizoniezh, o keñveriañ stourm ar C'hristen e sell eus e Silvidigezh, hag ar stourm a "Silvidigezh Vroadel", ma karer. Rak un oberenn dinaskañ ez eo, e-sell da dizhout un dieubidigezh ledan a-walc'h da reiñ an tu da gement Breizhad a zo, da vezañ eñ e-unan, da vezañ ar pezh ez eo. Ha pa vimp er baradoz, e vimp penn-da-benn pezh ez omp, en askre an Aotrou Doue. Hogen muioc'h-mui ez eus a Vrezhoned a adkav an emskiant eus o dibarelezh vroadel, a "adkav Breizh", mar fell deoc'h. Met, war an hevelep tro, e tizoloont ar skoilhoù liesseurt a vir outo da vevañ hervez an dibarelezh-se. Ha tamm-ha-tamm e tizoloont an tachennoù e-lec'h ma vez miret outo kemer o-unan ar giriegezh eus o buhez o-unan, ken e-giz hiniennoù, ken e-giz izili eus ur bobl hep framm. E mil doare en em anavezont, neuze, pennasket hag arallekaet. An ezhomm a santont da gemm ar stuz emaint ennañ. Diwar an ezhomm-se e vezont broudet, pe da dreiñ kein ouzh o galvadenn da zont da vezañ pezh ez int, ha dilezel an Emsav, pe da zinaskañ ur bobl a-bezh, darn e keñver-pe-geñver, darn e pep keñver. Un dieubidigezh eo a glaskont neuze, pe da nebeutañ dinaskidigezhioù. Ma welfent sklaeroc'h ez int galvet gant Doue, en abeg d'o feiz, da zinaskañ o fobl, neuze, emichañs, ne drofent ket kein ouzh ar stourm evit ar Vro war ar fals abeg maz eo pouezusoc'h ar Feiz eget ar Vro. Lod, zoken, a vez roet dezho da grediñ e vefe ret dilezel o bro war an abeg da vezañ emzilezet a-grenn e dorn an Aotrou Doue !.. Na ziwelomp ket eta ar pouezus maz eo ar gudenn-mañ dre vras : d'ur builhentez vras a zrougoù evit mab-den eo pennabeg, dre ar bed, an naskadurioù a bep seurt. En ur stourm evit gwirioù ar Vrezhoned e kemeromp perzh en ur stourm-dinaskañ a zo hollvedel. Ar Gristenion, evel ar re all, a rank merzout mat an drougoù-se, ha divizout stourm outo, netra dre maz eo an drougoù-se, eienennoù a boan evit hon nesañ. Ar Silvidigezh a zo diskouezet dimp, er Skritur Sakr, evel un dieubidigezh. Ar silvidigezh ivez a zo graet gant dinaskidigezhioù. An |
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49 |