Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
FEST NOZ DU NOUVEL AN

Un taol kaer oa bet graet e 2007, kaset da benn gant muioc’h eget kant den a youl vat eus un dousennad kevredigezhioù ha skolioù, pa vijent eus Diwan pe Div Yezh.
War ar renk ez a Evel Just en-dro evit Kalanna 2008 !


Fest Noz Vras Kalanna eo abadenn bennañ un aridennad intruduioù hag abadennoù a zo da bal dezho kas ar brezhoneg war-raok e-kreiz ar vuhez pemdez ha kennerzhañ an holl re oberiant war an dachenn-se.
E-kerz ar mizioù tremenet en deus Evel Just kemeret perzh e meur a abadenn evit diskouez birvilh ar brezhoneg e Kerne, e kenlabour gant Ti ar Vro Kemper, Ofis ar Brezhoneg, kevredigezh Saloñs al Levrioù Plugüen, Amzer Vrav ha rouedadoù ar skolioù meneget a-us. Dalc’homp soñj eus :


• ar strobad kinnigoù bet kaset d’an danvez kuzulierien da geñver an dilennadegoù tiez-kêr diwezhañ ;
• al labour a zo bet graet evit sevel ar bodad « Brezhoneg war wel » (brezhoneg er vuhez foran) ;
• ar sikour roet a-benn aozañ, e Traoñ-Kerne, ar Redadeg evit ar brezhoneg ;
• pezegenn an distro-skol « brezhoneg er skol » ;
• raktres devezh ar brezhoneg er skol, Peskig Ebrel mod Kerne a vo graet e 2009.


E soñj emaomp sevel e brezhoneg hag e galleg al levrig-mañ, skignet a-vras, a vez diskouezet ennañ en un doare klok ha brav ar brezhoneg er skol hag ar c’hentelioù-noz e Traoñ-Kerne.


Kavout a reot ivez war ar pajennoù 8 ha 9, program Fest Noz Vras Kalanna 2008 hag a vo evel warlene un digarez plijus da embann a wel d’an holl ar youl a-stroll-se, hag ober ar fest e-pad an Hañv e Kemper war-un-dro.
Ma vo digoust d’ar vugale evit mont e-barzh, un distaol vo ivez evit ar skolajidi ha ne vo ket gwall ger evit an dud deuet, notomp ivez e vo staliet un dachenn vras doare « debriñ e ti Maï Glazioù », e-giz-se e c’hallo ar muiañ a dud dont gant o familh hep dispign gwenneg ouzhpenn ebet evit debriñ (nemet e vefec’h tentet gant ur grampouezhenn « Kalanna » da zibenn-pred !).


Livioù, dañsoù ha muzik evit ur fiskoan dibar, al lec’h gwellañ evit prederiañ asambles ha kas war-raok ar brezhoneg, ober ha fest war-un-dro !!
Setu, pedet oc’h neuze gant Evel Just, an holl re a youl vat, an arzourien hag hor c’hevelerien da zont d’an 31 a viz Kerzu 2008 e Pavilhoñs Kemper adalek 9 eur noz !!


Ken ar c’hentañ, neuze, ha brezhoneg n’ho kalon !
Pgz : 02.98.94.09.73 - eveljust@caramail.com

 

 

Roll-meuzioù ho fiskoan !! 3 doare, deoc’h da choaz

 

>> Deuit gant ho panerad boued (hep an evaj).
En em staliañ a c’halloc’h ober e ti Maï-Glazioù.

....
>> Choazit ho krampouezhennoù (da ouzhpennoù d’ho panerad boued mar fell deoc’h) e-touez
• « bloavezh mat », boued-mor
war ur gwele pour
• « gwenn ha du», per, chokolad, alvaon krazet
• « lipouz », sukr-dev gant amann-sall

 

>> Goulennit ho pred fiskoan : roll-meuzioù Kalanna aozet gant Coriandre
• Voulouzenn eog
• Kig-ha-fars
• Krampouezhenn zous Fiskoan
• Banne kafe

 

Mont-e-barzh Fest-Noz : 10 € ;

5 € evit ar skolajidi ha digoust evit bugale ar skolioù-mamm ha kentañ derez

Enkerzh Fest Noz + Pred Kalanna tud deuet : 33 €
Evajoù da baeañ ouzhpenn

 

 

Muioc'h a ditouroù gant ar PDF amañ staget :

Voir aussi
  • 1-FNVK2008-_Plaquette-version_d-fini.pdf

  •  
    Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

    Réalisation creation de site finistère locronan