Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
Klask komedianed
 
 

Demat deoc'h,
Emañ Yann Fulub Dupuy hag e strollad Tro-Didro o prientiñ un abadenn evit Festival Teatr Brezhonek e miz Even 2010.
Klask a ra un nebeut tud a youl vat evit c'hoari gantañ e abadenn : "MAEN WAR VAEN, GER GOUDE GER, EVIT SEVEL UN ILIZ-VEUR".

N'eus ken rolloù bihan, gant testennoù berr da zeskiñ.
C'hoariet e vo an arvest d'ar 16 a viz Even da 6e30 noz ha marteze d'an 20 a viz Even da 4e30 d'abardaez e Kemper.

M'ho peus c'hoant reiñ an dorn dezhañ, skrivit da choarivabrezhonek@gmail.com evit lâr ma oc'h dedennet.

A-galon.

Evit C'hoariva : Emmanuelle Eon.

--
C'HOARIVA
13, Pierre Le Daux
29100 DOUARNENEZ
02.29.62.56.99
www.teatr-brezhonek.org



 
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan