Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
Exposition solo par la sculptrice bretonne Laetitia-May Le Guelaff
 
 

 

Ebrel 2010
 
Kemmennadenn(où) evit ar c'hazetennoù
 
Imagine Gallery - Pékin
Arz a-vremañ
Diskouezadegoù ha degiuezhadennoù arzel, Kenurzh ar raktresoù, Annez evit an arzourien
abaoe 2003
 

 
 
 
Titl an Diskouezadeg: “Once upon The Wolf...”/ “Ur wech e oa, ur wech ne oa ket Ar Bleiz...”

Anv an Arzourez:  Laëtitia-May LE GUELAFF (Breizh)

Media: Skulterezh, Tresadenn
          Sonerezh skrivet gant Rémi Starck (Bro C'hall) evit an diskouezadeg


DIGORIDIGEZH (Vernissage): Sul, d'an 11 a viz Ebrel, deus 3e00 betek 6e00

 
Amzeriadioù an Diskouezadeg: Eus d'an11 a viz Ebrel betek an 8 a viz Mezheven, 2010
 
Lec'h: Imagine Gallery, Xiangxiang Hualang, No.8 Feijiacun Yishu Gongzuoshi, Feijiacun, Laiguangyingdonglu, Chaoyang District, Beijing 100103, Chine.

Pgz: (+86 10) 64385747
Postel: laetitia.gauden@imagine-gallery.com
Lec'hienn internet: www.imagine-gallery.com
Eurioù an digoradur:  Meurzh-Sul, 10e30 - 5e30
 
 
 
 
 
Laëtitia-May Le Guelaff, Skilf, 2001, metal, 30x17x10cm
 
 
 
                     Laëtitia-May Le Guelaff, Red Dragon, didailhañ,2001, metal, 80x40x60cm
 
 
 
               Laëtitia-May Le Guelaff, Arachnée, metal, 2002, 40x40x60cm
 
 
 
 
Laëtitia-May Le Guelaff, Hep Titl, didailhañ,  2001, metal ha tachoù, 13x13x13cm each 
 
 
 
            
 
                        Laëtitia-May Le Guelaff, Javed, didailhañ, 2009              
 
Digorañs an Diskouezadeg :
«Ma ne vije ket eus al loened e vije digomprenusoc’h c’hoazh anien mab-den» Georges-Louis Buffon.
Kizellerez vretonez Laetitia-May Le Guelaff a flet an harzhoù etre an den hag al loen, etre mojennerezh ha gwirionez kevredigezhel, etre klasik ha kempred. Klask a ra penaos lakaat en e-unan, merañ ha lakaat ennañ dre an arz ar bec’h a zo etre an den hag al loen.
 
Prepoz an Arzourez:
N’eo ket an ijin am boa c’hoant da lakaat war-wel en va labour met kentoc’h ar mennozh da implijout skeudennoù (eus ar fiñvskeudennoù, eus al lennegezh pe eus an arzoù) ma ijin evit tostaat ouzh goulennoù arouezus feulsoc’h.
Un tu eus va prederioù e-keñver ar c’hoari tostaat / disteurel etre ar mab-den hag al loen, met ivez etre an danvezioù o-unan, a zo ur c’hizelladurezh o tont eeun eus ar stal-labour, gant un empleg don hag a lak keñver-ha-keñver an dañvez.
Tostaet e vez an tem dre an hironiñ, an touell pe forzh peseurt stag organik ha mekanik.
O kemer harp war degas koun loened mojennek e teu an hironiñ da vezañ enkorfañ hon aon hag hor anken. Atav eo bet implijet al loen gant an den evit teurel ar bec’h war e vankoù, e euzhadennoù sokial pe politikel. Implijet e vez skeudenn al loen (ul lodenn anezhañ pe en e bezh) evit galloudezh an dañjer a zo e-barzh e stummoù hag e lak war-wel ar feulster a zo e pep hini ac’hanomp. Ur gourdrouz war chom-bev kevredigezhioù ar mab-den.
Lod eus va arnoderezhioù a zeu da harz ar frailhadur a zo etre an den hag al loen. Dre ar goulenn-se en em zistag ur gest, ur c’hlask identelezh. Bevañ gant ar santimant omp dre ar pezh a ziskouezomp ac’hanomp eo kuzhat al lodenn all a zo ennomp. Kuzhat al loen. Met, a-wechoù e teu a-benn an den da guitaat e natur, kuzhet a-dreñv ur maskl pe a-dreñv al loen e-unan. Kemer a ra identelezh al loen, e arouezennoù, e varregezh ha e teu da berc’henn d’e vertuzioù. En holl mojennoù o deus al loened ur seurt personiañ, ur bannañ eus hor emzalc’hioù. Al loen merzhet a-wechoù evel substitut an nanarzh, a-wechoù evel un arm a ro urzh din d’ober ur seurt enkorfañ.
Penaos e c’hell stummoù’zo degas da faltazioù disheñvel, d’ur gwir tem personnel, eus ar varzhegezh d’ar spont ?
Penaos gouzout e c’hell bezañ ma ne vije ket o lec’hiañ anezho en natur ?


Arzel, lennegel and fiñvskeudennoù referañs: Louise Bourgeois, Kiki Smith, Jana Sterback, Hélène Chadwick, Rebecca Horn, Barbara Hepworth, Mathew Barney, Ian Fabre, Anish Kapoor, Brancusi, Cathy de Monchaux, Lynda Bengalis (« Parenthesis » 1975), Eva Hesse, Claude Cahun, Oleg Kulig, Annette Messager, Jeff Koons, Ivan Kafka « From Nowhere to Nowhere », William Blake, Edgar Allan Poe, Oscar Wilde, Hitchcock, David Cronenberg, Tim Burton, Hayao Miyazaki, Jean-Pierre Jeunet, Christophe Gans, James Cameron
 
 
CV an arzourez:
Ganet e 1980, Kemper
 
Stummadur
2004-2005:Aozañ kenstrivadeg ar Skolveuriegezh war Arzoù – Skol Veur Roazhon II
2003 : Diplom Uhel Broadel war an Arzoù-Kaer, Arz war zibab, gant gourc’hemennoù ar juri.
Skol Uhel an Arzoù-Kaer (S.U.A.K.) e Kemper.
2001- 2002: Ur c’hwec’h miz studioù e Skol Veur, Québec, Montreal.
2001: Diplom Broadel war an Arzoù-Kaer (S.U.A.K.), Kemper.
1998: Bachelouriezh Lennegel, Arz war zibab, gant meneg.
All: 2007-2008: Stummadur hir d’an daoulamm e Brezhoneg gant Stumdi (c’hwec’h miz) – Landerne

Obererezh Arzel ha Diskouezadegoù
2010
Once upon The Wolf, Imagine Gallery, Beijing, China
Annez e-pad 3 mizvezh ha Diskouezadeg. Imagine Gallery, Beijing, China
2009
Diskouezadeg stroll « Forum des Arts » e Sant Malo
Diskouezadeg stroll «Médiévale & Féérique» e Chateaugiron.
2003-2009
Diskouezadeg stroll Portes Ouvertes - Ateliers d’Artistes, savet gant Kuzul Jeneral Penn ar Bed
(Loktudi, Kemper, Gwengad)
2008
Skeudennerezh un istor evit ar vugale evit Kelaouenn Rousig.
Krouiñ ar merk-pajennoù evit Kevredigezh Ti ar Vro.
Skeudennerezh evit Kelaouenn Spered Gouez.
2007
Krouiñ ha sevel banniel Breizhlanders
Diskouezadeg Z.O.O.O. (Zone d’Observation Ontologique et Onirique), Salon des Arts Mélangés, Kastellin
Krouiñ melchonenn beder Tiker evit Tournoi International et Celte des Ecoles de Rugby – R2L (Skeudennoù al lavariantiz ha Tee-shirtoù)
2006
Krouiñ skritell pezh-c’hoari l’Eveil des Korrigans, evit Komgnunezh Finisthéa.
Krouiñ Strollad Arzel S.C.R.A.T. gant Caroline Gillot
2005
Diskouezadeg oc’h emdroiñ ha tonata C.O.S.M.E, Galerie Artem, Kemper
2004
Diskouezadeg stroll Sens Dessus Dessous, Pont Aven.
Diskouezadeg stroll La Forêt, Teatr Kerne, Kemper.
Diskouezadeg stroll Pakékado, Galerie Artem, Kemper.
2003
Diskouezadeg stroll studierien ar pempvet bloaz, S.U.A.K., Kemper.
Diskouezadeg stroll Tel chien, Tel Maître, La Galerie, S.U.A.K., Kemper.
2002
Métamorphoses, Diskouezadeg a-heniennoù, Ulamir e Bro Glazik, Ploneizh.
Krouiñ ar gwiskamant evit pezh-c’hoari Der Bau, diouzh Franz Kafka.
Leurenniñ gant Gaëtan Paré. Orin sonerezh gant Pierre Lapointe.
Savet en « Alizée » gant strollad Gemtafam, Montreal, Quebec, Kanada
Diskouezadeg stroll Portes Ouvertes, Skol an Arzoù gweled hag ar media. Skol Veur Montreal, Quebec.
2001
Diskouezadeg stroll CHANTIER – A vous de jouer,Teatr Kerne, Kemper
– Embannadenn.
2000
Diskouezadeg Graphistes autour du Monde (Miz Skrivañ-Kaer Echirolles).
Krouiñ ur skritell hag Embannadenn.
Krouiñ Gouel Chromatic – Diskouezadeg stroll Rythmes et Voix, Sant Tevarzeg.
1999
Krouiñ ur skulterezh houarnet evit liorzhoù kêr Kemper.
Diskouezadeg stroll Baptême de l’Art, Levraoueg ar re yaouank, Kemper.

Lies savadennoù an diskouezadegoù
En Forme la Forme (Richard Fauguet, Jean-Pierre Gauthier, Olivier Gourvil, Radi Designer; Imaginaires Contemporains du Corps(2) : Entre Chien et Loup (Michel Blazy, Paul Mac Carthy, Oleg Kulik, Saverio Lucariello, Gaetano Pesce, Cindy Sherman...); Danielle Vallet Kleiner / Paola Salerno...

 
Laëtitia-May le Guelaff en Résidence d'artiste à Imagine Gallery, à Pékin
 
Sculpture. L'Empire du milieu séduit Laëtitia-May Le Guélaff
par Cathy Tymen
Source: Le Télégramme, 12 janvier 2010

http://www.letelegramme.com/local/finistere-sud/quimper/ville/sculpture-l-empire-du-milieu-seduit-laetitia-may-le-guelaff-12-01-2010-733935.php

 
 
 
 
 
Evit kaout muioc'h a ditouroù ha fotoioù, goulenn da marplij:
pe pellgomz: (+86 10) 64385747, Laetitia Gauden
ou:(+86)13910917965

 

 
 

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan