Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
kemennadenn
 
 

D’ar Sadorn 23 a viz Genver 2010 eo bet roet Prizioù Frañs 3 e Sant-Teve e Bro Wened.

 

Stad a zo e ti-embann An Alarc’h da gemenn deoc’h eo aet ar maout evit priz an droidigezh wellañ e brezhoneg gant Mark Kerrain evit :

 

 

Teod ar Balafenned

 

 

gant Manuel Rivas, troet diwar ar galisianeg A lingua das bolboretas”.

 

Al levr

 

Sonerezh Galiza zo anavezet e Breizh, he lennegezh avat n’eo ket. Poent e oa kavout ul levr gant danevelloù eus ar vro-hont, ha n’haller ket kinnig gwelloc’h eget danevelloù Manuel Rivas, ur skrivagner brudet en e vro.

Komz a ra deomp eus e bobl, labourerien, pesketaerien, ha divroidi, doujañs ennañ ouzh an dud reuzeudik, kalet ha bresk war un dro, prest da dec’hel en o hunvreoù. Komz a ra deomp eus karantez, ouzh an dud evel ouzh ar vuhez, en tu all da gorventennoù an ebr hag an Istor.

 

Ar skrivagner

 

Bet ganet e 1957, eo Manuel Rivas ur skrivagner, ur c’helaouenner hag ur barzh a Vro C’haliza, a skriv en e yezh-vamm hag a dro e labour e-unan e spagnoleg. Anavezet eo e Bro-Spagn a-drugarez d’ar prizioù en deus resevet, ha troet eo bet meur a levr e yezhoù all, e galleg en o zouez.

 

An troer

 

Kelenner war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 eo Mark Kerrain.

 

 

 

priz : 6,50 euro

56 pajenn

12 x 19 cm

ISBN : 978-2-916835-14-3

 

 

AN ALARC'H

14 straed Louzaouenn-an-Hañv

22300 LANNUON

Pgz : 02 96 48 03 00

analarch@brezhoneg.org

www.brezhoneg.org

 

Gwerzh dre lizher

Chekenn en anv Kuzul ar Brezhoneg

+ 10 % mizoù-kas

 


 
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan