D'ar sadorn 16 a viz Genver
e kreizenn sokial Kermarron e DOUARNENEZ
Evit kregiñ gant ar bloavezh nevez, plijadur de'i'ha filmoù brezhonek !
3e30 : Davet Loula (10 mn)
Ar film faltazi berr savet e-pad Gouel ar filmoù Douarnenez e 2009, gant cheñchamantoù bet graet dibaoe'
Emañ Lomig o tistreiñ e Douarnenez goude bezañ tec'het kuit 3 bloaz 'zo. O klask war lerc'h unan bennak emañ. Hag adkavout a raio ar pezh eo deut da glask'
Emgav gant skipailh ar film evit gouzout hiroc'h.
4e30 : Programm filmoù Bastian Gwilhou, (45 mn)
Filmoù da zizoloiñ gant ar realizatour.
Ur gwir veaj, kizhidig ha barzhoniel, e kalon Bro Dreger.
Toer ar c'houerc'had (2004 ' 13 mn)
Ur vuhez tremenet war doennoù ar vro dindan ar pevar amzer. Treuskas ar vicher.
Hent-dall (2009 ' 15 mn)
Setu tremen tregont vloaz zo eo dimezet Ida ha Guy. Bevañ a reont en o zi, e Plûned. Dall int an daou. Zoken ma lakont pell d'ober traoù zo e ouezont kaout plijadur ha plijadur a vez gante !
Kement evn 'zo, ma kar, a gav par (2001 ' 17 mn)
N'eus ket pell c'hoazh 'veze klevet « hemañ 'zo chomet paotr yaouank kozh ! ». An dud-se, chomet dizimez, o-unanik, ha dibabet ho deus '
Ur bane kafe pe sistr a vo profet goude an abadenn filmoù.
Digoust.
Aozadur : 02 98 92 97 23
Emglev Bro Douarnenez, Merenn vihan, Daoulagad Breizh ha kreizenn sokial Kermarron
Mersi deoc'h da vrudañ an abadenn-se pe da skignañ tro-dro deoc'h.
Deuit e darempred ganin m'ho peus c'hoant gouzout hiroc'h.
A galon
Elen Rubin
DAOULAGAD BREIZH
BP 206 13 r Michel Le Nobletz
29100 DOUARNENEZ Cedex
Plz / Plr : 02 98 92 97 23 - Plr / fax : 02 98 92 28 10
daoulagad.bzh@wanadoo.fr