Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
haiku
 
 
Demat
Setu an devezhioù diwezhañ a-raok Nedeleg, m'ho peus c'hoant kemer perzh d'ar genstrivadeg haiku, eo simpl a-walc'h :
- kas tri haiku d'ar muiañ dre skolajiad
- doujañ ouzh an tem : an troad (tem ar festival : sevenadur pe folkloraj ? , gant ur bern danserien ... a implij treid evit dañsal...)
- doujañ ouzh reolennoù an haiku : 3 linenn, un dra a zo bet bevet gant ar skolajiad(ez), nebeut-tre a verboù (pe verb ebet).

 
Setu un nebeut skouerioù ha kuzulioù all  :

 

Treid o tarnijal
Gavotenn er pradig kras
Ar c'harved-raden
 

Treid gleb er poull kannan
kaoc'h du ha dour saotret
gwenn e vo an dilhad warc'hoazh

Un, daou, tri, pevar
Denise a zesk ar gavotenn
da 80 vloaz.

 

 

 
da gas da Evit an 8vet gwech e  vo savet ur genstrivadeg haïku gant ar festival.
Deoc'h c'hwi,  da sevel haiku e brezhoneg, enno ijižñ ha muzik hor yezh evel ma kaver e teñzor hon lennegezh dre gomz : rimadelloù, krennlavarioù, divinadelloù... met enno ivez blaz ha spered hon amzer.
Pe neuze, klaskit kenderc'hel gand an erv digoret gwechall-gozh gand gwerzhaourien hol lennegezh krenn, mailhed war ar c'hengensonadur hag ar c'hlotennoù diabarzh.
Skrivit ho haiku (barzhoneg levezonet gant ur stumm hengounel a Vro Japan e teir gwerzenn 5/7/5 troad) e brezhonegkasit anezho deomp.
Tem ar bloaz-mañ : an troad
Ar vugale a vo priziet evit o labour, ha krennarded/tud deuet asambles. Ar juri : Bernez Tangi, Malo Bouessel du Bourg,  Kervern, Brigitte Kloareg.
An disoc'hoù a vo roet e miz genver 2010, e-pad an abadenn barzhoniezh a vo e Kemperle.
Kasit ho parzhonegoù a-raok d'ar 1an a viz Genver 2010.
Trugarez en a-raok !

 
Skrivit da taolkurun@laposte.net, dibabet e vo gantañ ar re vravañ evit embann anezho.

 
Chañs vat deoc'h !

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan