Salut deoc'h!
Bilañs ar fest noz: ur pennad ha poltriji vo warc'hoaz war al lec'hienn:
http://ai.ta.free.fr
Oberennoù nevez o tont, disadorn e Kemper, hini gentañ Ai'ta! Kerne-Izel, ezhomm zo tud eus Bro-leon (me, tristan, ne c'hellan ket, enrolañ ran un abadenn). An 2 banniel zo da gas ganin emaint. Oberenn pegañ skritelloù a vo e gwened ivez ar sadorn 19 (me za du-se, met eus bro dreger ez in kuit dre ma vin e gouel nedeleg Kavan)
"KEMENADENN Ai ?ta ! Kerne Izel
UR GENTEL BREZHONEG GANT AN TAD NEDELEG!
Ur strollad Ai? ta 'zo bet krouet nevez 'zo e Bro Gerne, ouzhpenn strolladoù Leon, Treger ha Gwenned oberiant-kenañ dija. O fal a zo diorren an divyezhegezh er vuhez foran.
A-benn en em ginnig e vo strollad Ai 'ta Kerne Izel o vont davet tud Kemper. A-drugarez d'an Tad Nedeleg ha d'e skipailh a-bezh e vo izili Ai 'ta o kinnig un ehan dic'hortoz ha fentus etre div brenadenn. Kinniget e vo ur gentel brezhoneg evit ar re vihan hag evit ar re vras gant an tad Nedeleg e-unan. E-keit-se e vo korriganed o kinnig madigoù ha frouezh d'ar vugale, hag o tisplegañ petra eo stourm Ai 'ta.
Gant an ober kentañ-mañ e Bro Gerne e c'hello an neb a gar kregiñ gant ar brezhoneg a-drugarez d'ur gentel en ur aergelc'h plijus. Ur prantadig a vo trawalc'h evit an deskarded da c'houzout en em ginnig ha deskiñ geriaoueg Nedeleg. Hag e-pad an ober a-bezh e vo sonerezh!
D'ar Sadorn 12 a viz Kerzu Etre 10e ha 12e E-tal d'ar C'hoc'hu Sant-Fransez, Kae ar Steir.
Trugarez da gelaouiñ ho mignoned.
Ha ma n'oc'h ket dieub d'an eur pe d'an deiz-mañ, e c'hellit mont e darempred ganeomp a-benn n'em welet d'ur mare all, evit kinnig ha displegañ krouidigezh Ai 'ta Kerne Izel.
Mont e darempred: Ai ?ta ! Kerne Izel
Mèl : contact.ai.ta.kerne.izel@gmail.com
Pellg : 06 73 37 55 08
Oberenn Gwened an 19 aviz kerzu:
Mod d'ober :
10 e 45 : emgav e penn ar parklec'h bihan stag ouzh an ti-gar. Displego ar mont en-dro.
11 e 15 : mont de'hi, pego ar skritelloù ouzh an trenioù ha deus ar magorioù
12 e : achumant.
(emvod goude kreisteiz evit ar re hag o defe c'hoant)
Me a vo du-se, mont a rin kuit eus kavan da 8e45 ar sadorn mintin (tud eus treger a zaio kuit du se ivez?), piv all eus bro leon; pouezus bezañ niverus evit delc'her ar gwask war an SNCF!!!
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Français:
Demat, bilan du fest-noz ai'ta de brest dès demain avec photos et article sur: http://ai.ta.free.fr
et des actions auront lieu samedi 12 décembre à Kemper et samedi 19 à Vannes. La jeune section Kerne organise sa première action. Je ne peux pas y aller (tristan) cause enregistrement d'émission. Il faudrait des gens d'Ai'ta! Bro-leon, pour y amener les 2 drapeaux notamment.
COMMUNIQUE Ai?ta ! Kerne Izel
LE PERE NOËL DONNE UN COURS DE BRETON !
Un collectif Ai ?ta s'est récemment créé en Cornouaille. Il rejoint ainsi les collectifs du Léon, du pays Vannetais et du Trégor, dont l?objectif est le développement du bilinguisme dans le domaine public.
Pour se faire connaître, la section du collectif Ai?ta ! Kerne Izel ira à la rencontre du public quimpérois. Avec l'aimable participation de l'équipe du père Noël au complet, le collectif proposera une pause originale et pleine d'humour, entre deux achats de Noël. Le père Noël donnera un cours de breton pour petits et grands. Ses lutins distribueront différentes friandises et autres clémentines aux enfants et se feront un plaisir d'expliquer la démarche d'Ai?ta !.
Cette première action en Cornouaille permettra à tous ceux qui le souhaitent de bénéficier, gratuitement, et dans une ambiance particulièrement détendue, d'un premier cours de Breton. Car quelques minutes suffiront aux curieux pour savoir se présenter en breton et connaître le vocabulaire de Noël. Et le tout en musique!
Le samedi 12 décembre. De 10 h. à 12 h. Près des Halles St François, quai du Steir
Merci de diffuser cette information auprès de vos amis et relations.
Contact : Ai ?ta ! Kerne Izel E-mail : contact.ai.ta.kerne.izel@gmail.com
Tél : 06 73 37 55 08
http://ai.ta.free.fr