Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
Kafedi Istor
 

 

Kafedi Istor :

 

'Norzh Kreizeuropa

 (Polonia, Tchekia, Slovakia, Hungaria, Slovenia, Kroatia)?

(gant Rafael URIEN)

 

Studiet e vo pergen :

    . Staliadur ar Slaved e Kreizeuropa er 6vet kanved

    . An aloubadgoù dizehan o tont eus ar Reter (Huned, Avared, Magyared, Mongoled)

    . Savidigezh ar riezoù kentañ e Moravia-Veur (ha Bohemia da c'houde), Polonia, Hungaria

    . Kristenadur ar Slaved hag an Hungariz adalek an 9vet kantved

    . Norzh Kreizeuropa e grez an tiernac'hoù broadel (Piastiz e Polonia, P'emysliz e

      Bohemia, Árpádiz e Hungaria)

    . Levezon an Alamaned e Norzh Kreizeuropa er Grennamzer

    . Tiernac'hoù estren (re Anjou ha re Luksembourg dreist-holl) e Bohemia hag Hungaria,

      Unaniezh Polonia-Lituania da vare ar Jagielloniz)

    . Bohemia hag Hungaria e grez ar re Habsburg

    . Polonia etre ar 16vet hag an 18vet kantved : brasted tiriadel, gwanadur politikel,

      rannadurioù an 18vet kantved

    . Kudenn ar broadelezhioù en 19vet kanved

    . Brezelioù-Bed, hollveliouriezhioù ha dizalc'hted en 20vet ha 21 kantvedoù

 

Kemper, tavarn Céilí, korn straed ar Rakkêr/straed Aristide Briand, Sadorn 12 Kerzu 2009, 14e 30

 

Gwengamp, Kreizenn Sevenadurel Roparz Hemon, leurgêr Verdun, Sadorn 19 Kerzu 2009, 14e 30

 

 

Adlakaat a reomp da soñj amkanioù ar Gevredigezh vrezhon :  krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :

    . displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh,

      lennegezh')

    . c'hoariva

    . festoù-noz

    . mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi?

 

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered 'folklorel' a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all

 

 

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec'hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon'Mard oc'h deuriet gant hon embregadenn, daoust deoc'h na c'hellout mont da Wengamp pe da Gemper, e c'hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec'hel en ho kornvro

 

 

 

Trugarez deoc'h da gemenn deomp mard oc'h e soñj dont pe get

 

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon

(resisadurioù : kas ur valad da : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

 

Kemenn da skignañ mar plij !


 


 
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan