Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
Levrioù nevez embannet e ti Skol Vreizh
 
 

 
LEVRIOU NEVEZ EMBANNET E TI SKOL VREIZH

                            Distro an noziganed
 
9,50 € (10 € - distaol : 5%) + Frejoù kass evit netra

 
Jean-Claude Le Ruyet
Dessins de Maëlen Le Ruyet
 
Setu amañ teirved lodenn an testennoù barzhoniel ewid bugale ar skolioù. Evel en diw arall e vo kavet ataw 81 testenn enne. Evel kustum iwe hon eus savet an testennoù ewid boud implijet e Breizh a-bezh, dindan an daou standard sanañ a vez kavet er skolioù hiziw : ar standard KLT hag ar standardW(gwenedeg), test anezhe ar BZH a lakaomp war hon otoioù.
 

(Le retour des lutins de nuit- poèmes et comptines)
 
Voici un troisième livre rassemblant des textes poétiques et comptines destinés aux enfants des écoles en breton. Comme les deux précédents Pik ha Pik ha Kole kamm et Kan an Toudig glaz on y trouvera 81 textes. Comme pour les deux autres également, les textes sont rédigés dans les deux standards de prononciation que l'on trouve de nos jours dans les écoles (Kerne-Leon-Treger et Vannetais).
 


Distro an Noziganed
Ankouaet hon eus, ne gav ket deoc'h ?
Ar pezh a ouiemp gwezhall gozh.
Gwezhall e welemp kalz spisoc'h
Mallozh ! Mallozh ! Mallozh ! Mallozh !
En-dro dimp, ya, e vew boudoù
Hag a labour noz-deiz didrouz
Ewid ar mor hag an douaroù
Hag a zo, hiziw, daet ken louz.
Poan o dez 'netaad ar mor,
Aesaad ar stêrioù fallvlazuz,
Sioullaad an douar e fulor,
Ha sikour ar gwenan strivuz.
Poan o dez, ya, ha muioc'h-mui,
Ha ni ! Mallozh ! Mallozh ! Ha ni
A soñj dimp n'eo ket 'maed koñchoù,
Pe sorbiennoù bugaligoù !
Dait en-dro 'ta, Noziganed,
Barbiganed, Sabaterion !
Dait Koriled, Korrandoned,
Polpiganed ha Kilherion !
Penaoz ober ? Pesort labour ?
Arabad deoc'h hon dilezel !
Na chomit ket mui diwar-wel :
Dober hon eus ag ho sikour !

 

192 p. ; 12 x 18,5 cm, 12 ', Livre relié, couv. souple, intérieur : imp. NB, Dessins au trait, Isbn : 978-2-915623-53-6

************************************************

                              Son ar sell
 
(heulliet gant Ar Scorv)
11,40 € (12 € - distaol : 5%) + Frejoù kass evit netra

Herri ar Borgn
N'eus ken nemet telenn ar barzh a vank da vouezhioù Herri Ar Borgn. Un den kar d'an natur ha d'al loened anezhañ, mignon d'an dud gwasket pe droukskoet gant ar vuhez e Breizh hag er bed a-bezh, dalc'her memor e vro ; gouzout a ra, gant e sell lemm hag e skouarn danav, hor c'has d'e ved dudius, hor heñchañ war e zouaroù frouezhus ha kevrinus...

Poésie : La résonnance du regard (suivi par Le Scorff)
Il ne manque que la harpe du barde à Herri ar Borgn. C'est un homme qui aime la nature et les animaux, un ami des opprimés et des gens frappés par le destin en Bretagne ou dans le monde, un amoureux de l'histoire de son pays. Il sait, grâce à un oeil affuté, à une oreille attentive, nous mener vers son monde merveilleux, vers ses terres fertiles et enchanteresses.
 


O brumenn, o brumenn a lak an douar en go
Hag ar boudoù da zoug, moug o zrouz, pep krouañs
O brumenn a gas aer da skevent an hadoù
Ha buhez d'al liorzhoù ! Brumenn, mamm ar c'hreskañs !


112 p. ; 12 x 21 cm, 12 ', Livre relié, couv. souple, intérieur : imp. NB. sur papier bouffant, Isbn : 978-2-915623-60-4

************************************************
                                 An damez pikez
 
(troet gant Jakeza Al Lae)
5,70 € (6 € - distaol : 5%) + Frejoù kass evit netra

E Sant-Petersbourg, en XIXvet kantved, e vez c'hoariet kartoù kenken. Hermann, ur soudard berr-arc'hant, a blijfe dezhañ ober krazadenn. Ha just a-walc'h e teu da c'houzout he deus un itron gozh ur sekred : gouzout a ra homañ pere eo an teir c'hartenn drec'h ! Penaos e c'hallo-eñ kaout ar sekred-se ' N'eus ket diouer a ijin gant Hermann ha prest eo ar paotr d'ober e seizh gwellañ. N'emañ ket engortoz divizout gant un tasmant, avat !
 

Roman pour adolescents : La dame de Pique Pouchkine
À Saint-Petersbourg, au XIXe siècle, les jeux de cartes font fureur. Hermann, un soldat sans le sou, aimerait faire fortune. Il apprend qu'une vieille femme détient un secret. Elle connaît les trois cartes qui accordent la victoire à chaque coup ! Comment pourra-t-il obtenir son secret ' Il ne manque pas d'imagination et s'efforce de parvenir à ses fins. Mais, il ne s'attendait certainement pas à converser avec un fantôme !
 

72 p. ; 12 x 18,5 cm, 6 ', Livre relié, couv. souple, intérieur : imp. NB. sur papier bouffant, Isbn : 978-2-915623-61-1


************************************************

BILHED PRENAN
(Bon de commande)

Fellout a ra din prenañ /Je commande
..... skouerenn exemplaires eus Distro an Noziganed, e priz 9,50 ' an tamm
..... skouerenn exemplaires eus Son ar Sell, e priz 11,40 ' an tamm
..... skouerenn exemplaires eus An Damez Pikez, e priz 5,70 ' an tamm
+ Frejoù kass evit netra

Anv / Nom :. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Raganv / Prénom :. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Chomlec'h / Adresse : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
 

- Ur chekenn / Je règle par chèque :..................... ' war anv Skol Vreizh a gasan deoc'h/ / à l'ordre de Skol Vreizh/
- Gant va c'hartenn n° ---- / ---- / ---- / ---- , Deiz an echuiñ : -- / --, An 3 n° : - - - Sinatur :
 

Veuillez adresser ce bulletin accompagné de votre règlement à
Skol Vreizh, La Manufacture, 41 quai de Léon, 29600 Morlaix
Tél. 02 98 62 17 20 / Fax 02 98 62 02 38
www.skolvreizh.com skol.vreizh@wanadoo.fr


 


 

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan