Brezhoneg - Français - Lettre mensuelle  - Proposer un article : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
Skol Ober
 

 

Skol Ober, kentelioù brezhoneg dre lizher pe dre bostel, a ginnig deoc’h kentelioù bet graet evit ar re n’o deus ket an digarez nag ar chañs da gaout reoù dre gomz tost d’ar gêr, pe evit ar re o deus c’hoant deskiñ pe wellaat ar yezh dre skrid, ha se evit ur priz izel.

 

Ar skolajidi hag al liseidi a c’hell ivez heuilh ar c’hentelioù dre lizher pe dre ar rouedad ma ne vez ket kelennet en o skol.

 

Reizhet e vez ar poelladennoù gant kelennerien a youl vat a c’hell reiñ alioù hag evezhiadennoù. Digor eo Skol Ober d’an holl a-hed ar bloaz.

 

 

Evit kaout titouroù:

 

Skol Ober

 

14 straed Louzaouenn an Hañv / rue du Muguet

22300 LANNION

02.96.48.03.00

skolober@brezhoneg.org

http://www.skolober.com

 

Un dra nevez a zo war al lec’hienn ar bloaz-mañ:

Poelladennoù brezhoneg el linenn, gant o difaziadennoù, tennet eus an hentenn „Brezhoneg tamm-ha-tamm“.
 

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 esplanade Famille Gabaï - 29000 Quimper - Tel : 02 98 90 70 43 - Fax : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan