![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lizher miziek - Kinnig ur pennad : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Théâtre en breton Emglev Bro An Oriant
C'HOARIVA E BREZHONEG HA KOAN
d'ar Gwener 12 a viz EVEN e AMZER NEVEZ da 7e30
Emglev Bro an Oriant hag Amzer Nevez a ginnig deoc'h, evit lidañ fin ar bloavezh kentelioù-noz hag evit an holl vrezhonegerien, ur pezh-c'hoari hag ur filaj Deuit sell ouzh " Roue an Harzoù " ginniget gant strollad REBELDIA. Ar strollad Rebeldia: Maelenn Bernard, Metig Raynaudon Kerzerho, Sarah Lou Blais, Mael Cano,Loeiza An Duigou,Maurine Couedel, Lupita Laquaine Jacq,Maelis Collet. Ar skipailh 'zo bet savet er skolaj Diwan Gwened. Ar raktre MELIMELARTE: Da gentañ e oa c'hoariet ar pezh-c'hoari e Breizh : e skolajoù Diwan, e festivalioù... Da heul e treuzint ar mor davet ar Guatemala. Degemeret e vint gant La Obra, er greizenn, e hanternoz ar vro. Du-hont e kemerint perzh en ur festival c'hoariva : Festival an arz kumuniezhel. Eskemm a raint gant tud yaouank ar greizenn ha krouiñ a raint un diell-film gant ar stal filmañ. Distroet e Breizh e vo kinniget ha diskouezet ar film. An Istor : Divroidi stanket en harz, o c'hortoz treuziñ ha mont gant hent o huñvreoù. En o zouez daou vugel. Evit dont a-benn d'an dienez ha d'an aon ec'h ijinont ur bed faltaziek... Goude e vo kinniget ur koan e-lec'h e vo posupl eskemm e brezhoneg. Ul leurenn-digor a vo kinniget ha pep-hini a vo pedet da zont gant binvioù sonerezh, met ivez, sketchoù,kontadennoù,kanaouennoù ? evit lakaat buhez er filaj ! N'eus forzh gant ho live brezhoneg, deuit niverus bevañ ur fest tro-dro ar brezhoneg hag e brezhoneg !!! ENSKRIVADUR
Filaj ar Vrezhonegerion en Oriant (Pezh-c'hoari + Koan) 12 Euro
Mirout /Titouroù : Emglev Bro an Oriant : 02 97 21 69 75
> Ti ar C'hevredadoù > 12 straed Colbert , 16 P - 56100 AN ORIANT > > ******************************************************************************************************* THEATRE EN BRETON et REPAS
Vendredi 12 juin à AMZER NEVEZ à 19h30 Emglev Bro an Oriant et Amzer Nevez proposent a tous les bretonnants de fêter la fin d'année des cours de breton, une pièce de téâtre ainsi qu'un " Filaj ". Venez découvrir la pièce de théâtre " Roue an Harzoù " proposée par la troupe REBELDIA. Ar strollad Rebeldia: Maelenn Bernard, Metig Raynaudon Kerzerho, Sarah Lou Blais, Mael Cano,Loeiza An Duigou,Maurine Couedel, Lupita Laquaine Jacq,Maelis Collet Toutes bretonnantes et elles se sont connues au collège Diwan de Vannes, dans le Morbihan. Le projet MELIMELARTE: Cette pièce a d'abord été présentée en Bretagne : dans les collèges Diwan, pour des festivals? Puis ils traverserons la mer vers le Guatemala. Ils serons accueillis par La Obra au centre " Ixcan Creativo " de Playa Grande au nord du pays. Là-bas ils participerons à un festival de théâtre : Festival des arts communautaires. Ils travaillerons avec les jeunes du centre et créerons un film avec l'atelier vidéo. Il sera présenté dès leur retour en Bretagne. L'histoire: Des clandestins bloqués à la frontière, attendent de traverser pour rejoindre leurs rêves de l'autre côté. Parmi eux deux enfants. Pour échapper à la misère et à l'angoisse de l'attente, ils s'inventent un monde imaginaire... La soirée se poursuivra autour d'un buffet où chacun pourra échanger en breton, et une scène ouverte où chacun est invité à venir avec instruments de musique, mais aussi sketchs, contes, chansons ? afin d'animer ce filaj ! Peu importe votre niveau en langue bretonne, venez nombreux partager ce moment festifs autours du breton et en breton. !!! INscriptION
Filaj ar Vrezhonegerion en Oriant > (Théâtre + Buffet) 12 Euros Pour reservation et renseignement : 02.97.21.37.05 - 02 97 21 69 75
Emglev Bro an Oriant, Maison des Associations, 12 rue Colbert, 16 P, 56100 LORIENT
|
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49 |